The Dark Side of the Moon
albom studio gant Pink Floyd
The Dark Side of the Moon ("Tu teñval al Loar") eo eizhvet pladenn ar strollad progressive rock Pink Floyd.
The Dark Side of the Moon | |
---|---|
Albom studio gant Pink Floyd | |
Deiziad | 1añ a viz Meurzh 1973 |
Enrollet | Abbey Road Studios, Londrez (Even 1972 – Genver 1973) |
Doare | Progressive rock, psychedelic rock |
| |
Sonerezh | Roger Waters, David Gilmour, Nick Mason, Richard Wright |
Pozioù | Roger Waters |
Padelezh | 42:50 |
| |
Produer | Pink Floyd |
Embanner | • Harvest Records ( Rouantelezh-Unanet) • Capitol Records ( Stadoù-Unanet) |
Un albom-meizad (concept album) eo, da lavarout eo n'eo ket un heuliad kanaouennoù distag an eil diouzh eben albom-meizad, un albom mennet da vezañ un hollad eo, ennañ meur a bezh en-dro d'un danvez meret en holl bezhioù : al loar hag ar follentez, a ro dave da gleñved-spered Roger Keith "Syd" Barrett (1946-2006), unan eus diazezerien ar strollad.
Istor
kemmañKrouet e voe e 1973, ha chom a reas e-pad 741 sizhunvezh e-barzh an American Top-200 (roll an 200 pladenn muiañ gwerzhet) ha gwerzhet ez eus bet ouzhpenn 45 milion a skouerennoù er bed a-bezh, ha gant se eo ar pevare pladenn muiañ gwerzhet[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) 'Pink Floyd, ‘The Dark Side of the Moon’ At 40: Classic Track-By-Track Review @ Billboard. Kavet : 25 Even 24.