Thebaidos
Thebaidos (pe Thebaid) (gresianeg Θηβαίς Thebais, Θηβαίδος Thebaidos) a reer eus ur rannvro eus Henegipt a veze bodet enni an 13 nom suañ eus Gorre Egipt. En em ledañ a rae eus Abydos betek Aswan. Dont a ra an anv eus anv Teba, kêr-benn gozh Egipt, nepell.
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
Da vare tierniezh Ptolemaios e oa eus Thebaidos un rannvro velestradurel hepken, en he fenn Epistrategos Teba. Hennezh a oa en e garg evezhiañ ar merdeiñ war ar Mor ruz hag ar Meurvor Indez.
E-pad an Impalaeriezh roman e voe krouet proviñs Thebaidos gant an impalaer Diokletian. Gwardet e veze gant al lejionoù I Maximiana Thebanorum ha II Flavia Constantia.
E-tro ar Vvet kantved e oa un dezerzh m'en em denne benitiourien kristen. En arz kristen e vez eztaolet Thebaidos evel ul lec'h darempredet-kenañ gant ar venec'h.
Er pennad-mañ ez eus arroudoù tennet eus embannadur 1907 an Nuttall Encyclopaedia zo en domani foran.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |