Timbroù Baden
Ur Stad istorel e mervent Alamagn e oa Baden. Abaoe 1952 emañ staget ouzh ar Württemberg evit sevel Stad (Land) Baden-Württemberg.
E 1851 e krogas Dugelezh-veur Baden da embann timbroù, par da re Vavaria, da lavaret eo e stumm ur c’harrez, ur sifr en e greiz.
Embannet eo war baper a liv, hervez priz an tamm : liv gell (1 kreuzer), melen (3 c'hreuzer), glas-melen (6 kreuzer) ha damruz (9 c'hreuzer). Adalek 1861 e teuas er-maez tri rummad o skeudenniñ ardamez ar Stad.
25 timbr zo bet moullet gant postoù Dugelezh-veur Baden, a-raok na vefe staget ar vro ouzh an Impalaeriezh Alaman d’ar 1añ a viz Genver 1872. An holl dimbroù-se zo rouez a-walc’h ha prizius an darn vrasañ anezho bremañ.
Aloubadeg an arme c'hall
kemmañWar-lerc’h diskar ar renad nazi e miz Mae 1945 e voe ac’hubet Alamagn gant armeoù ar Rouantelezh-Unanet, an Unaniezh Soviedel, Stadoù-Unanet Amerika ha Frañs, pep hini anezho oc’h ober war-dro un tiriad bevennet gant ur c’henemglev. Baden a voe unan eus ar rannvroioù alaman aloubet ha meret gant melestradurezh an arme c'hall, e-kichen ar Rheinland-Pfalz hag ar Sarre (tiriad an hanternoz) hag ar Württemberg (tiriad su).
Etre miz Kerzu 1947 ha 1948 e voe implijet timbroù gall moullet evit Alamagn gant an alc'hwez Zone française ha Briefpost.
Gant Bro-C'hall e voe lakaet er-maez e-pad daou vloaz (1947-1949) 57 timbr evit bezañ implijet er vro. An darn vrasañ a ziskouez gweledvaoù, savadurioù meur ar rannvro (iliz-veur Freiburg im Breisgau) ha tudennoù an istor (ar varzhed Johann Peter Hebel ha Goethe, ar sonaozour Conradin Kreutzer, hag all). An timbroù-se zo bet aotreet an implij anezho er Republik Kevreadel Alamagn betek an 31 a viz Meurzh 1950.