Timbroù Swaziland
(Adkaset eus Timbroù ar Swaziland)
Emañ Rouantelezh Swaziland (Eswatini hiziv) en Afrika ar Su, bevennet gant Republik Suafrika hag Mozambik.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e2/1937_3d_Coronation_stamp_of_Swaziland.jpg/250px-1937_3d_Coronation_stamp_of_Swaziland.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5e/Eswatini_%28Swaziland%29_1949_Mi_51_stamp_%2875th_anniversary_of_the_UPU._Hemispheres_of_Earth%2C_airplane_and_paddle_steamer%29.jpg/250px-Eswatini_%28Swaziland%29_1949_Mi_51_stamp_%2875th_anniversary_of_the_UPU._Hemispheres_of_Earth%2C_airplane_and_paddle_steamer%29.jpg)
Deuet eo da vezañ un drevadenn d'ar Rouantelezh-Unanet goude Brezel ar Voeren, e penn-kentañ an XXvet kantved.
Timbroù dreistmoullet an Transvaal a voe implijet eno etre 1899 ha 1992, timbroù gant ar meneg Swaziland adal 1933. Emren eo ar vro e 1967, dizalc’h abaoe ar 6 a viz Gwengolo 1968.
Liesseurt eo an timbroù : skeudennoù a denn d’an natur, savadurioù ar vro, pezhioù artizanel, hep disoñjal familh Elizabeth II.
E miz Ebrel 2018 e voe dilezet anv an drevadenn, a zeuas da vezañ Rouantelezh Eswatini.