Territoire de Belfort

departamant gall
(Adkaset eus Tiriad Belfort)
Territoire de Belfort
Territoire de Belfort
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Franche-Comté
Pennlec'h
(prefeti)
Belfort
Isprefetioù hini ebet
Prezidant ar c'huzul-departamant Florian Bouquet (UMP)
Prefed Sophie Elizéon
Kod EBSSA 90
Kod ISO 3166-2 FR-90
Kod Eurostat NUTS-3 FR434
Poblañsouriezh
Poblañs 140 120 ann. (2020)[1]
Stankter 230 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 47° 34′ 59″ Norzh
6° 55′ 01″ Reter
/ 47.583, 6.917
Gorread 609 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 1
Pastelloù-bro 2
Kantonioù 9
Etrekumuniezhioù 3
Kumunioù 102

An Territoire de Belfort (distaget: [tɛ.ʁi.twaʁ də bɛl.fɔʁ]), pe Tiriad Belfort (Daveoù a vank)[2], zo un departamant e reter Bro-C'hall, er rannvro Franche-Comté. Belfort eo ar pennlec'h anezhañ.

Arondisamantoù an Territoire de Belfort

kemmañ

N'eus nemet unan: Arondisamant Belfort.

Un darn e oa eus departamant an Haut-Rhin betek brezel 1870 etre Rouantelezh Prusia ha Bro-C'hall. Ne voe ket staget ouzh an Impalaeriezh alaman ha chom a reas un darn eus ar Republik c'hall. Pa voe adstaget Elzas ouzh Bro-C'hall e 1918 ne voe ket adstaget ouzh Haut-Rhin, ha pa voe savet ar rannvroioù eo ouzh ar rannvro Franche-Comté e voe staget ha neket ouzh Elzas.

Brudet eo bet an departamant gant Jean-Pierre Chevènement, a oa maer ar pennlec'h, kannad, ministr, ha bet war ar renk evit bout prezidant ar Republik c'hall e 2002 ha 2007.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. N'eo ket testeniekaet ar ger e skrid brezhonek ebet.