Tokarn kelt
An tokarn keltiek zo unan eus pezhioù dilhad brezel ar Gelted. Da-geñver fuchadegoù henoniezh ez eus bet kavet un dek bennak a dokarnoù evel-se, implijet evit ar brezel pe e prosesionoù.
Tokarnoù keltiek anavezet
kemmañTokarnoù Tintignac
kemmañMeur a dokarn kinklet zo bet kavet en un neved galian e Tintignac, e Navas, Correze.
En o zouesk, unan zo en houarn ha nav en arem. Daou anezho zo sebezus, mes int a glot mat get deskrivadur Diodoros Sikilia hag a lara eo kinklet tokarnoù ar Gelted gant arouezioù loened. Unan zo kinklet gant un alarc'h, hag anvet e vez tokarn-alarc'h. Ar pezhioù-mañ zo dibar ha kontet da vezañ eus an IIIvet kantved kent J.-K.
Tokarn Ciumeşti
kemmañAn tokarn eus kêr Ciumeşti zo bet kavet er bloavezhioù 1960 en ur vered italian tost da gêr Carei, bloaziet eus ar IVvet pe an IIIvet kantved kent J.-K.. An tokarn zo en houarn hag an arouez a-us zo bet graet en arem, hag a skeudenn un evn-preizh, pe ur vran.
Tokarn Waterloo Bridge
kemmañStumm tokarn Waterloo Bridge zo dibar en Europa, hogen gallout a reer e geñveriañ gant an hini skeudennet ouzh Kaoter Gundestrup.
Kavet e voe en Tavoez e Londrez. Diouzh lec'h ha deiziad ar pezh-se ez eo gwirheñvel e oa bet krouet gant ar C'hantiaci, ar re a zalc'he Londrez d'ar mare-se, hervez Klaudios Ptolemaios.
-
An tokarn-alarc'h, kavet e 2004 e Tintignac.
-
Tokarn Ciumeşti.
-
Tokarn Waterloo Bridge kavet en Tavoez 150/50 kent J.-K.