Trona stercoraria
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor fank
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Trona (genad) | ||
Anv skiantel | |||
Trona stercoraria (Milvill, 1888) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Trona stercoraria a zo ar spesad nemetañ a vez renket er genad Trona e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2]. Dont a ra ar ger stercoraria eus al latin stercorarius a dalv liammet gant an teil, fank al loened, abalamour d'e stumm ha d'e liv gell sklaer / gell teñval.
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Trona stercoraria o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea stercoraria Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Peribolus adamsonii Blainvill, 1824 anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKregin a bep seurt variadennoù liv eo an Trona stercoraria. Kavet e vezont e frailhoù pe dindan bloc'hadoù reier bras etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 46 ha 80 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 26 mm gour, pe ramz, betek 97 mm.
Gwelout ivez
kemmañMacrocypraea, Chelycypraea ha Mauritia a zo 3 genad tost a-walc'h a vez renket en hevelep iskerentiad Cypraeinae gant skiantourien zo.
Mauritia arabica ha Zonaria arabicula a zo daou spesad gant livioù damheñvel a vev e lec'hioù all.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo war aodoù Afrika ar c'hornog er meurvor Atlantel eus Su Maroko betek Kongo.
Skeudennoù
kemmañ-
Kein
-
Kostez
-
Diaz
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 05 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=225254(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)