An Dungred, pe Tongred (pe Tungri pe Tongri e latin) a oa ur bobl pe kevredad pobloù a veve e Gallia Belgica da vare Impalaeriezh Roma. Hervez an istorour roman Tacitus e oant "Germani", da lavarout eo Germaned.

Germania Inferior, hag anvioù ar pobloù.

Hervez Ptolemaios e vevent en Arduenna Silva, Koadeg an Ardennes, war lez ar stêr Meuse. Atuatuca e oa o c'hêr-benn, hiriv Tongeren e Limburg, e Belgia.

E-touez o amezeien e oa ar Vataved en hanternoz, ar Venaped ha Nervii er c'hornôg, ar Remi hag an Treveri er c'hreisteiz.

Diwar o anv e teu hini meur a lec'h en Belgia, Alamagn hag en Izelvroioù, en o zouez Tongeren, meur a lec'h anvet Tongerloo, ha Tongelre.[1]

 
Proviñs roman Germania Inferior, ma weler Atuatuca, hiriv Tongeren, kêr-benn an Tungri. E gwer sklaer al lec'hioù ma veve an Dongred. Etre Amiens ha Köln edont o chom.

Notennoù

kemmañ