Type 99 (fuzuilh-vindrailher)

Arabat eo droukveskañ gant Arisaka 99.

An Type 99 a zo ur fuzuilh-vindrailher japanat implijet etre 1939 ha 1945 gant arme ha morlu an Impalaeriezh.

Fuzuilh-vindrailher stumm 99
Skeudenn ar pennad Type 99 (fuzuilh-vindrailher)

Ur fuzuilh-vindrailher Type 99
Kinnig
Bro Banniel Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Japan
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher aotomatek
Munisionoù 7,7 × 58 mm Arisaka
Produerien Arsanailhoù Tokyo, Kokura, Nagoya, Jinsen (Incheon), Hoten (Shenyang)
Skouerennoù produet War-dro 45.000
Mare implij 1939–1945 (Impalaeriezh Japan)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 10,4 kg
Hirder 1.181 mm
Hirder ar c'hanol 550 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 2.000 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 715 m/s
Lusk-tennañ 800 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 30 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An Type 99 zo ur stumm gwellaet eus an Type 96. Ijinet eo bet evit kambriñ ar munision nevez 7,7 × 58 mm krouet e 1939, a oa azasaet e galibr ouzh bannadelloù ispisial (entanus, tarzh...). Ouzhpenn d'he daoubez e oa bet ouzhpennet un troad dezhi dindan he lamm. He c'hanol a c'halle bezañ divontet buan. Daoust d'an arm bezañ gwelet gant ar soudarded japanat evel gwellañ fuzuilh-vindrailher o bro, ne zeuas ket a-benn industrielezh Japan da broduiñ a-walc'h anezhe evit pourvezañ ezhommoù hec'h arme. Tro 45.000 skouerenn a voe produet el labouradegoù da heul[1] :

  • arsanailh Kokura (1942-1943), 7.000 skouerenn ;
  • arsanailh Nagoya (1941-1945), 15.000 skouerenn ;
  • Hitachi Heiki K.K. (1941-1945), 22.000 skouerenn ;
  • Chuo Kogyo K.K. (1941), 1.000 skouerenn.

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) LE GOFF Hervé, Les fusils-mitrailleurs japonais, in Gazette des Armes n°572, miz Meurzh 2024, pp. 58-59
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan