Ur vaouez e Berlin (titl alamanek : Eine Frau in Berlin) a zo un danevell vuhez alamanek hag un testeni dizanv savet gant un Alamanez yaouank. En destenn e kont diskar Berlin pa voe kemeret kêr gant ar Sovieded e 1945.

Ur vaouez e Berlin
oberenn skrivet
TitlEine Frau in Berlin Kemmañ
Tachennemvuhezskrid Kemmañ
AozerMarta Hillers Kemmañ
Bro orinAlamagn Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvalamaneg Kemmañ
Deiziad embann1954 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.anonyma.film.de Kemmañ

Embannet e oa bet evit ar wech kentañ er Stadoù-Unanet e 1954[1]. Kinniget eo an destenn dindan stumm un deizlevr, enni buhez pemdez ar vaouez-se etre an 20 a viz Ebrel hag an 22 a viz Even 1945.

Un testeni

kemmañ

El levr eo kontet buhez pemdez Berliniz ha dreist-holl hini ar Berlinadezed : o-unan en em gavont pa gouezh an Trede Reich en e boull, ha gant aon e welont soudarded an Arme Ruz oc’h aloubiñ o c’hêr. Ouzhpenn eus aon ez eus kaoz pa rank Berliniz stourm diehan evit kaout boued. Buan-tre e teu aloubiñ ar Rused da vezañ diaes dezho, dre ma vez gwelet merc’hed Berlin evel preizhoù. Dre vras e soñjer ez eus bet gwallet kant mil maouez e Berlin d’ar mare-se[2]. El levr e tiskouez ar skrivagnerez ar gasoni a vage an dud ouzh Adolf Hitler, diaesterioù ar vuhez pemdez pa’z eo kemmet penn-da-benn mont en-dro ar gevredigezh, ha pa zeu war wel personelezh wir an dud. Ne seblant ket re zirenket gant an alouberien, daoust d’ar pezh a rank gouzañv, ha dont a ra bepred a-benn d’en em dennañ.

Ar skrivagnerez

kemmañ

Embannet eo bet al levr evit ar wech kentañ e 1954 e saozneg, ha skignet er Stadoù-Unanet, Italia, Danmark, Sveden, Norvegia, Izelvroioù, Spagn ha Japan. Embannet eo bet en Alamagn evit ar wech kentañ e 1959, ha fall-spontus eo bet degemeret[2] Re a eñvorennoù a chome eus an eil brezel bed d’ar mare-se, hag ur gwir dabou e seblante an dodenn bezañ. Embannet eo bet en-dro e 2003, daou vloaz goude ma vefe marv ar skrivagnerez, ha tabut bras a zo bet diwar e benn. Hiziv an deiz n’eo ket mui dianv al levr, gant ur pennskrivagner eus Süddeutsche Zeitung, Jens Bisky e anv, eo bet lavaret eo bet skrivet gant Marta Hillers, ur gazetennerez anezhi.

Divizoù

kemmañ

Jens Bisky en deus adkavet he roudoù, ha divizoù a zo savet war perzh ar skrivagnerez da vare Alamagn nazi. Hervez Binsky n’eo ket gwall sklaer an doare m’eo bet savet al levr, memes maz’e o bet kinniget evel un “diell istor” gant e embanner. An embannadur kentañ, aozet er Stadoù-Unanet, a zo bet graet war e dro gant Kurt W. Marek (1915-1972), un den arbennik war an danevelloù buhez hag an testenioù. Pa voe embannet e 1954 e oa echu brezel Korea daou vloaz a-raok, hag e kreiz ar brezel yen e oa ar bed-holl. Er goudeskrid ec’h embannas Marek en doa lakaet da bal diskouez petra oa an “ifern ruz”. Peadra da werzhañ kalz skouerennoù er Stadoù-Unanet, hervez Jens Bisky. Daoust ha kemeret en deus perzh Marek e frammañ dornskrid (en holl tri c’haier skol) Marta Hillers? Ganti hec’h-unan eo bet savet an destenn 121 bajenn bizskrivet a voe implijet evit sevel embannadur 1954? E-pad pell n’eus bet respont ebet a-brezh an embanner alaman (Eichborn). A-benn ar fin en deus goulennet gant ar skrivagner Walter Kempowski prizachañ ar skrid, met n’eo ket deuet a-benn da resisaat perzh Marek er raktres. Dav eo gouzout emañ gwirioù holl skridoù Hillers etre daouarn intañvez Marek.

E 2008 e teuas er-maez ur film titlet Anonyma - Eine Frau in Berlin, sevenet gant Max Färberböck. Nina Hoss eo an aktorez a c'hoari perzh Marta Hillers ennañ.

Notennoù

kemmañ
  1. Gwelout ar c’hinnig graet gant Hans Magnus Enzensberger evit an embannadur gallek (Gallimard, 2006)
  2. 2,0 ha2,1 HM Enzensberger, pajenn 9.

Levrlennadur

kemmañ
  • Anonyma: Eine Frau in Berlin. Tagebuchaufzeichnungen vom 20. April bis 22. Juni 1945. Frankfurt a.M.: Eichborn, 2003