Ursule Thierrier
Ursule Thierrier, ganet d'ar 16 Eost 1755 e Montfort-l'Amaury (Yvelines), a oa ur vaouez c'hall deuet da chom da Landreger war-dro dibenn an XVIIIvet kantved. Dimezet e oa da Bierre Taupin, un Norman hag a oa mevel gant Augustin-René-Louis Le Mintier de Saint-André (1729-1801), eskob diwezhañ Landreger ; pemp bugel o devoa.
E 1789, ma oa Landregeriz a-du gant an Dispac'h gall, e oa an eskob a-enep dezho. Ha hennezh a rankas mont da glask repu da Vro-Saoz. War a seblant ez eas e vevel gantañ d'e heul. Ar veleien avat ne oant ket holl evit tec'hel eveltañ, ha kuzhat a raent ; ha lod a voe sikouret gant Ursule Taupin.
Flatret e voe ar vaouez moarvat, harzet, kondaonet en ur prosez e Lannuon, ha dibennet e Landreger d'ar 4 a viz Mae 1794, dre ma voe tamallet dezhi bezañ sikouret daou veleg da guzhat, André Le Gall ha François Lageat.
He fried, ganet d'an 31 Meurzh 1753 en Omméel (Orne) a zistroas eus Bro-Saoz da gas e zial da benn. Sevel a reas ur bagad chouaned e Treger. Lazhet e voe d'an 10 a viz C'hwevrer 1800 en eil emgann etre republikaned Benac'h hag ar chouaned e Treglañviz.
Koun
kemmañUr blakenn-goun dezhi zo ouzh un ti e Landreger, hag unan all e Montfort-l'Amaury.