Villers-Bocage (Calvados)

kumun Bro-C'hall
Villers-Bocage
Villers-Bocage (Calvados)
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Vire
Kanton Aunay-sur-Odon
Kod kumun 14752
Kod post 14310
Maer
Amzer gefridi
Marc Hébert
2014-2020
Etrekumuniezh Pré-Bocage Intercom
Lec'hienn web https://www.villersbocage14.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 147 ann. (2020)[1]
Stankter 546 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°4′44″N 0°39′23″W
Uhelderioù bihanañ 95 m — brasañ 217 m
Gorread 5,76 km²


Villers-Bocage a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall. Pennlec'h Kanton Villers-Bocage e oa betek 2015.

XXvet kantved

kemmañ
 
Un tank breizhveuriat distrujet
 
Tankoù alaman distrujet
 
Bombezet e voe ar gumun gant ar Royal Air Force (nijerezioù Typhoon d'ar 14 a viz Even ha nijerezioù Lancaster d'an 30 - luc'hksheudenn)


Eil brezel-bed: kemeret e voe Villers-Bocage hep emgann gant ur golonenn eus an 22vet Brigadenn Hobregonet (7th Armoured Division - Rouantelezh-Unanet) d’an 13 a viz Even 1944 tro 8 eur beure; da 9 eur e voent taget gant tankoù alaman eus an SS-Panzer-Abteilung 101, gant tankoù ha troadeion o tont d'o skoazellañ e-doug an devezh. Ar Vreizhveuriz a gollas etre 23 ha 27 tank ha kalz dafar all, 217 anezhe a voe lazhet, gloazet pe aet diwar wel; an Alamaned a gollas etre 8 ha 15 tank. Ar Vreizhveuriz a rankas kilañ, met chom a rejont nepell diouzh Villers-Bocage. Siviled (nav marteze) a voe lazhet ivez e-doug an emgannoù; mervel a reas 25 den nann-soudard e Villers abalamour d'ar brezel e mizioù Even, Gouere hag Eost, lazhet e voent gant bombezadegoù, mindrailhadegoù ha tennoù kanol[2]. Kanoliataet e voe Villers-Bocage en deizioù war-lerc'h ha bombezet ken-ken ivez d'ar 14, d'ar 15 ha d'an 30 gant ar Royal Air Force[3],[4]. D'an 3 a viz Eost 1944 e voe kuitaet ar gumun gant an Alamaned ha dieubet e voe d'ar 4 gant ar Vreizhveuriz (1st Battalion Dorset Regiment, 50th (Northumbrian) Infantry Division)[5] . Ar vourc'h a oa bet distrujet razh gant an emgannoù hag ar bombezadegoù[6].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Douaroniezh

kemmañ

Emdroadur ar boblañs 1793-2008

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  3. Royal Air Force Bomber Command 60th Anniversary. "Campaign Diary June 1944: 14/15 June 1944"
  4. Jackson, G.S., Staff, 8 Corps (2006) [1945], 8 Corps: Normandy to the Baltic, Smalldale: MLRS Books, p.56
  5. Clay, Major Ewart W (1950), The path of the 50th: The story of the 50th (Northumbrian) Division in the Second World War, Aldershot: Gale and Polden, p. 267
  6. Normandie 44 - la Mémoire
  7. Skeudennoù - Clochers de France