Vitellozzo Vitelli
Vitellozzo Vitelli, ganet en 1458 e Città di Castello, e proviñs Peruggia en Ombria - marvet en 1502 e Senigaglia, er Marche a oa un den a ouenn uhel hag unan eus ar gwellañ condottieri en Italia ar XVvet kantved, da vare an Azginivelezh italian.
Mab e oa da Niccolò Vitelli, breur da Paolo, Giulio, Giovanni ha Camillo, soudarded eveltañ. Breureg e oa da Oliverotto da Fermo, ha deuñv da Paolo Orsini. Kont Montone, aotrou Città di Castello, Monterchi hag Anghiari e oa.
Aozañ a reas un doare soudarded nevez war droad, gant goafoù hir ha sabrinier ha krouiñ ur bagad brezelourien armet gant akebutoù. Brezeliñ a reas evit Firenze a-enep Pisa hag en 1496 ez eas gant Gallaoued Charlez VIII, gant ar re Orsini evit diframmañ rouantelezh Naplez digant Aragoniz, a oa skoazellet gant ar pab Alesant VI,
Brezeliñ a reas gant Cesare Borgia, disfiz a voe etrezo, ha lazhet e voe gantañ dre dreitouriezh.
Vitellozzo Vitelli hag Oliverotto da Fermo a voe krouget d'an 31 a viz Kerzu 1502 gant pennmuntrer Cesare Borgia, Michelotto Corella[1].
Skoazeller an arzourien
kemmañSikouret e voe Vitellozzo Vitelli gant Leonardo da Vinci en e vrezelioù (1502). Skoazell a roas d'an arzourien e Città di Castello evel Raffaello, Luca Signorelli ha Giorgio Vasari.
Levr
kemmañAnv zo anezhañ en ul levr gant Niccolò Machiavelli, Descrizione del modo tenuto dal Duca Valentino nello ammazzare Vitellozzo Vitelli, Oliverotto da Fermo, il Signor Pagolo e il duca di Gravina Orsini.
Pennad kar
kemmañ- Vitelli, an Tiegezh Vitelli
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Moi et les Borgia mémoires horrifiques et burlesques de Michelotto Corella, tueur attitré de César Borgia, gant Jean Canolle, Robert Laffont 1978, Paris