Vittorio Pozzo
Vittorio Pozzo, bet ganet e Torino (Piemonte, Rouantelezh Italia d'an ampoent) d'an 2 a viz Meurzh 1886 hag aet da Anaon e Ponderano (Piemonte, Italia) d'an 21 a viz Kerzu 1968, a oa ur melldroader italian aet da c'hourdoner kleuboù ha da zibaber an Azzurri[1] war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Chomet eo brudet-meurbet e metoù ar sportoù en Italia dre ma voe Pozzo kentañ dibaber broadel italian a gasas e skipailh betek an trec'h e Kib vell-droad ar bed, div wech diouzh renk (1934 ha 1938) 'zo kaeroc'h.
Red e vicher
kemmañBerr a-walc'h e voe ar prantad amzer ma voe c'hoarier e gwirionez :
- 1905-1906 : Grasshopper Club Zurich (Suis),
- 1906-1911 : Foot Ball Club Torino a gemeras perzh e krouidigezh ar c'hleub italian-mañ kent mont da c'hourdoner anezhañ adalek 1912 etek 1922.
E 1912 eo ivez e voe fiziet skipailh broadel Rouantelezh Italia ennañ evit ar wech kentañ, da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1912 bet aozet e Stockholm (Finland). Skubet e voent er-maez (3-2 gant ar skipailh broadel lec'hel) kerkent hag ar c'hrogad kentañ.
Adalek 1924 betek 1926 e voe e penn AC Milan a-raok distreiñ da vat d'ober war-dro ar Squadra azzurra[2] e 1929. Gant skipailh Rouantelezh Italia e c'hounezas Kib vell-droad ar bed 1934 (aozet en e vro) ha Kib vell-droad ar bed 1938 (aozet e Bro-C'hall). Medalenn aour C'hoarioù Olimpek hañv 1936, bet aozet e Berlin (Trede Reich d'ar mare-se), ac'h eas gante ivez. Kent e oa bet tapet dre ziv wech Kib etrebroadel Europa ar C'hreiz[3] (1927-1930 ha 1933-1935) gante.
Kendelc'her a reas Vittorio Pozzo betek C'hoarioù Olimpek hañv 1948 e Londrez (Bro-Saoz) : d'ar 5 a viz Eost 1948 e renas an Azzurri evit ar wech diwezhañ o vezañ ma roas e zilez da-heul ar c'holl 3-5 ouzh skipailh broadel Danmark da-geñver kardgourfenn diwezhañ ar genstrivadeg.
Kazetenner e oa e La Stampa pa varvas er goañv 1968.