Wikipedia:Ar pennad peurvat
Un arnodskrid eo ar pennad-mañ. Ennañ emañ ali un implijer(ez) pe meur a hini. N'eo ket ur bennreolenn Wikipedia, petra bennak ma c'hall degas skoazell. An arnodskrid-mañ a c'hall diskouez alioù ha n'int ket re an darn vuiañ eus an implijerien, pa n'eo ket bet dielfennet da glask kenemglev |
Ar pennad peurvat e Wikipedia eo ar pezh a ranker klask tizhout pa saver ur bajenn, en ur heuliañ an erbedadennoù a gavor amañ dindan. Un toullad dezverkoù zo, a dalvez da sevel pennadoù nevez ha da wellaat ar pajennoù a zo dija.
Furchit ar Wiki da gavout skouerioù ♦ mat — ♦ fall !
An danvez
kemmañ- Ar pennad a bled gant un dodenn hag a zo dedennus evit an darn vuiañ eus an dud ; kement-se a ouzer dre an niver a skridoù a zo bet goustlet dezhañ, a dalvez da vammennoù ar pennad. (♦ Wikipedia — ♦ Pervigilium Veneris)
- Ar pennad a zegas danvez nevez er Wiki, pa n'eus pennad all ebet hag a bled gant an hevelep dodenn. (♦ Ardamezouriezh — ♦ Kab (ardamezouriezh))
Ar pennad
kemmañFrammet eo ar pennad en doare holloueziadurel bet dibabet gant Wikipedia.
Titl
kemmañ- Sklaer eo an titl, evit ma oufed diouzhtu a-zivout an dodenn hag evit ma vefe kavet buan er Wiki. (♦ Impalaeriezh roman — ♦ Heñchadurioù roman)
- Aes eo da gompren, zoken pa ne vezer ket arbennik war an danvez. (♦ Air guitar — ♦ Mind map)
- Naturel eo : hemañ a vije klasket da gentañ gant un den hag a zo dedennet gant an danvez. (♦ Lezennouriezh (prederouriezh sinaat) — ♦ Leggi razziali)
- Resis eo : n'eus forc'hellegezh ebet ennañ, ne c'heller ket droukveskañ ar pennad gant unan all. (♦ Brezhoneg — ♦ Brezhon)
- Berr eo : n'eus ger re ebet ennañ ha doujañ a ra d'an dezverkoù 1 betek 3. (♦ Internet — ♦ Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien)
- Kempoell eo : klotañ a ra gant titloù ar pennad all hag a bled gant an hevelep tachenn. (♦ Komz didaer — ♦ Bryngaer)
- Kregiñ a ra ar pennad dre ginnig ha displegañ an danvez en un doare sklaer, hep mont betek ar munudoù a gavor e korf ar skrid. (♦ Salvador Dalí)
Skrid
kemmañ- Sklaer eo ar skrid, savet en un doare kempoell en ur yezh komprenus d'an holl ; n'eus forc'hellegezh ebet ennañ, ne c'heller ket e gompren a-dreuz, n'eus na dislavaroù nag adlavaroù ennañ. (♦ Ad hominem — ♦ Dïaes)
- Aes da gompren eo : petra bennak ma kas don en danvez e vez atav an niver a vunudoù hag a zisplegadennoù a zere evit ma vefe komprenet gant un den ha n'eo ket arbennik. (♦ Gremm derc'hanel — ♦ Korrgreskerezh elektronek)
- Resis ha peursklaer eo : n'eus ennañ nag hollegezhioù dispis na hanterwirderioù deuet diwar brizhouiziegezh. (♦ Daelerezh — ♦ Amgredoni)
- Diembann eo : labour an implijer(ez) eo.
- Ne zeu ket diwar enklaskoù personel.(♦ Sac'higell)
- Ne c'houbreizh ket labour un den all.
- Ne dorr copyright © ebet.
- Reizh eo a-fed geriaoueg, yezhadur, reizhskrivadur ha poentadur. (♦ Aktiniom — ♦ Lezenn Ohm)
- Hir a-walc'h eo : mentet eo ar skrid en doare ma ro an titouroù, an dielfennadur hag an donder rekis evit kompren, hep lakaat munudoù pe zanvez hag a zerefe evit ur pennad all pe ur raktres all. (♦ Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù — ♦ Kambr)
- Dizalc'h eo : n'eus ket ezhomm da vont da glask pelloc'h evit resisaat titouroù ha gouzout hiroc'h. (♦ Winsor McCay — ♦ Saouzan)
- Peuzklok eo : mont a ra don a-walc'h en danvez en un doare holloueziadurel. (♦ Keflusker dre enleskiñ — ♦ Gustavo)
- Holloueziadurel eo : arabat eo e vije er pennad elfennoù nann-holloueziadurel, evel alioù personel. (♦ Geriadurouriezh ar brezhoneg — ♦ Geriadur Ménard)
- Stabil eo : ur pennad stabil zo unan hag a c'hall bout kavet direbech gant forzh pe gevrenn en un tabut.
Media
kemmañHarpet eo ar skrid gant titouroù liesvedia (kartennoù, luc'hskeudennoù, oberennoù arzel, taolennoù, sonioù, videoioù) evit dedennañ al lennerien hag o skoazellañ war ar c'hompren ar pennad, hag o skoazellañ hepken : ret eo lakaat trawalc'h a deulioù, arabat eo koulskoude lakaat re anezho ha distreiñ al lennerien diouzh danvez ar pennad. (♦ Dinosaor — ♦ South Charford)
Neptuegezh
kemmañPep pennad a rank bout skrivet en un doare neptuek a ziskouez pep savboent testeniekaet ha mamennet. (♦ Kastiz ar marv)
- Arabat eo embann alioù personel evel pa vefent fedoù : ne c'haller ket skrivañ ez eo "fall" an ober-mañ-ober, ret eo menegiñ ha mammenniñ ali an ao. X hag en devoa embannet kement-se.
- Arabat eo lakaat da fedoù savboentoù hag a vez tabutet : mard eus dislavar etre meur a vammenn, ret eo o menegiñ evel alioù.
- Arabat eo lakaat fedoù da alioù : ret eo menegiñ an titouroù kadarn evel m'emaint, a-gevret gant ur vammenn solius.
- Arabat eo barn : ur pennad neptuek zo savet en un doare ha na ro ket da c'houzout a-zivout ali an aozer(ez), n'eo ket ur bleinskrid. (♦ Françoise Morvan)
- Arabat eo pouezañ war un tu pa vez tabut a-zivout an danvez : ret eo displegañ pep savboent en ur zoujañ d'e bouez e-keñver ar savboentoù all en tabut.
Daveoù
kemmañ- Pep pennad a rank kinnig mammennoù. (♦ Kalvinouriezh)
- Pep dave a zle bout solius : arabat eo sevel ur pennad diwar enklaskoù personel pe ijinañ danvez. (♦ Kaligram)
- Pep dave a zle bout dizalc'h diouzh pep levezon evel interestoù personel pe embregerezhel : bruderezh, ul lec'hienn bersonel n'int ket dizalc'h.
- Pep dave a zle bout gwiriadus : ISBN, lec'hiennoù Web hag all. (♦ Gast!)
- Ar pennad peurvat a veneg mammennoù anavezet ha brudet en domani, a c'haller tizhout aes hag a zo hizivaet.
- Fedoù, studiadennoù gouizieien arbennik ha pennaennoù kempoell eo an titouroù a embanner.
Liammoù
kemmañ- Pep pennad e Wikipedia a rank bout tizhet dre bennadoù all evel Rummadoù, Listennadoù pennadoù hag all.
- Ur pennad zo emzivad pa n'eus liamm ebet a gas dezhañ.
- Ur pennad zo digenvez pa ne c'hall ket bout tizhet dre un aridennad liammoù er bajenn Degemer.
- Ul liorzh kloz zo ur strollad pennadoù hag a gas an eil re d'ar re all hep kas da bennadoù all e Wikipedia.
- Un hent-dall zo ur pennad ma n'eus liamm diabarzh ebet hag a gasfe d'ur pennad all e Wikipedia. (♦ Permaculture)
- • Ret eo gwiriañ pep liamm diabarzh a-raok embann ur pennad : ha d'ar pennad mat e kas « mab Priam eo Paris », pe da gement-se ?
- Pep pennad a rank bout liammet ouzh ar pennadoù er Wikioù all hag a bled gant an hevelep danvez.
- Pep pennad a ginnig liammoù diavaez : liammoù etrewiki pa vez pledet gant an hevelep danvez en ur yezh all, liammoù diavaez pa zegasont ditouroù talvoudus (evel skeudennoù pa vez © warno e [1]. (♦ Lucy Aarden)
- Ret eo klask sevel pennadoù gant liammoù oberiant (kresk al Loar) e-lec'h reoù torr (loargresk).
Rummadoù
kemmañ- Pep pennad a rank bout rummataet. (♦ Pajennoù dirumm)