Winsor McCay
Zenas Winsor McCay (1871-1934) a oa un aozer bannoù-treset hag ur filmaozour amerikan.
Winsor McCay | |
---|---|
Emboltred (1906)
| |
Stil | Bannoù-treset Arz Nevez |
Ganedigezh | 26 a viz Gwengolo 1871[1] Spring Lake (Michigan) Stadoù-Unanet |
Marv | 26 a viz Gouhere 1934 Brooklyn (New York) Stadoù-Unanet |
Broadelezh | stadunanat |
Micher pennañ | Senarioour, tresour |
Micherioù arall | Filmaozour |
Oberennoù pennañ
Little Nemo in Slumberland Dream of the Rarebit Fiend Gertie the Dinosaur | |
Brudet eo en abeg d'e bennoberenn, ar bannoù-treset Little Nemo in Slumberland ("Nemo Vihan e bro ar Morgousk"), a dresas eus 1905 betek 1914 hag eus 1924 betek 1926.
A-bouez ivez e voe e dresadennoù-bev Gertie the Dinosaur, bet aozet gantañ e 1914.
Abalamour da vellad ur gevrat e sinas "Silas" e vannoù-treset anvet Dream of the Rarebit Fiend, a reas eus 1904 betek tro-dro da 1925.
En e vugaleaj dija e oa Winsor McCay un tresour donezonet-dreist, a laboure kalz ha buan. Evit kregiñ gant ar vicher e reas skritelloù hag e labouras evit kazetennoù ha kelaouennoù adalek 1898.
E 1903 e voe gopret gant ar gazetenn New York Herald, a embannas ar bannoù-treset Little Sammy Sneeze ("Streviadenn Sammy Vihan") ha ''Dream of the Rarebit Fiend ("Hunvre paotr ar Welsh rarebit")[2]
E 1905 e voulc'has e bennoberenn, Little Nemo e Slumberland, ur stirad bannoù-treset e doare an Arz Nevez.
Winsor McCay a ouezas degas kemmoù en doare da aozañ bannoù-treset, pa reas gant diarselloù her evit diskouez savadurioù ha kêrioù. Skeudvarrenniñ a rae e dresadennoù a-benn reiñ bos dezho, hag o livañ en un doare dispar.
Remziadoù tresourion a voe levezonet gant e labour, a chomas digevezerezh betek filmoù hir Walt Disney er bloavezhioù 1930. Meur a dro-vicher bet ijinet gantañ evit blivañ skeudennoù zo deuet da vezañ reol diwezhatoc'h.
Ur filmaozour e voe Winsor McCay ; dek film tresadennoù-bev a genderc'has etre 1911 ha 1921, en o zouez The Sinking of the Lusitania ("Peñse al Lusitania") a voe hirañ film blivet e amzer e 1918.
Buhez
kemmañE-kreiz ar bloavezhioù 1830 e tivroas tud-kozh Winsor McCay diouzh tu e dad, ar gouerion Donald ha Christina McKay, eus Bro-Skos da Ganada-Uhel. E Woodstock (Ontario) e voe ganet Robert McKay (1840-1915), tad Winsor.
A Vro-Skos ivez e teue tud-kozh Winsor McCay diouzh tu e vamm ; kouerion e oa Peter ha Mary Murray en East Zorra-Tavistock, Kanada-Uhel.[3]
D'an 8 a viz Genver 1866, d'an oad a 26 vloaz, e timezas Robert McKay gant Janet Murray, oadet 25 bloaz. En hevelep bloavezh e tivroas ar c'houblad a Ganada da Spring Lake (Michigan), er Stadoù-Unanet, rak Robert en devoa kavet labour e kompagnunezh an embreger Zenas G. Winsor (1814-1890).[3]
Ganedigezh
kemmañN'eus roud ebet eus skrid ganedigezh Winsor McCay. E 1910 e tisklêrias bout bet ganet e 1869, ar pezh a zo skrivet war e vez ; hogen diwezhat en e vuhez e lavaras bout bet ganet d'ar 26 a viz Gwengolo 1871 e Spring Lake, ar pezh a voe embannet en ur gelaouenn.[3]. Meneg zo e marilhoù Stad Michigan eus ur Zenas W. McKay bet ganet e Kanada e 1867, met n'eus roud ebet a gement-se er marilhoù kanadian. E miz Mae 1863 e voe un tan-gwall e Spring Lake, a zistrujas lod marilhoù marteze.[3].
Winsor McCay e-unan ne ouie ket e oad neuze, evel ma voe embannet en New York Herald da-geñver e obidoù.[3].
E 1905 e kemmas Robert McKay e anv e McCay, evit en em dec'hel a-raok ur brezel renet gant klan McKay enep ur c'hlan Iwerzhonat.[3]
Bugaleaj
kemmañAbred-tre e krogas Winsor McCay da dresañ kement tra a wele, a-hed e amzer, ha gouest e oa da dresañ diwar eñvor traoù n'en devoa biskoazh treset a-raok — "tresañ an eñvor" a rae-eñ eus an donezon-se. Buan e voe merket resisted e dresadennoù, met e dad, na oa ket dedennet gant an arzoù, e gasas d'ur skol-veur deknikel. Nebeud-tre a gentelioù a voe heuliet gant an arzour yaouank, a gavas gwelloc'h tapout un tren da Zetroit ma reas poltredoù a werzhe war ar straed.[3]
Buan e voe merket e zonezon, ha John Goodison, ur c'helenner war an douaroniezh hag an tresañ, a ginnigas dezhañ heuliañ kentelioù prevez gantañ, ar pezh a voe asantet gant Winsor McCay.
Dindan ren J. Goodison e teskas ober gant an diarsell, ha dre ma oa bet J. Goodison ur gwerellour gwechall e labourjont war implij reizh al livioù.
An oadour
kemmañBerr o oa ment Winsor McCay, war-dro 1,52 m[4], ar pezh el lakaas diaes gant hini e wreg Maude Léonore Dufour, merc'h al livour gall-ha-kanadian John Dufour, a oa tost da zek vloaz yaouankoc'h egetañ war ar marc'had — hervez John Canemaker, buhezskridour W. McCay, kement-se a c'hallfe displegañ ar c'hevrin a-zivout oad gwir an arzour, en devije klasket krennañ an diforc'h a oad etrezañ hag e wreg aotrouniek.
Daou vugel a zeuas d'ar c'houblad, Robert Winsor (bet ganet e 1896) ha Marion Elizabeth (1897).[3]
Emskiant e oa W. McKay eus e zonezonoù, a ouie herouezañ diouzh ezhomm. Un den entroet e oa koulskoude, a lenne kalz barzhoniezh, pezhioù-c'hoari ha romantoù ; e-unan en devoa desket seniñ ar piano. Ur butuner daonet e oa, daoust da ali e wreg, hag ul lonker ivez, ha oa boas da evañ nebeut met alies gant e vignoned.[3].
Bevañ war an ton bras a rae ar c'houblad, gant ur bleiner rak ne blije ket d'an arzour bleinañ e-unan, hag ur gward-korf a-c'houde lizheroù gourdrouzus bet resevet en abeg da dresadennoù bet graet evit skeudennaouiñ pennadoù gant William Randolph Hearst, perc'henn an New York Herald.[3]
Evel e dad e oa Winsor McCay ur frañmason.[3]
Da veure ar 26 a viz Gouhere 1934 e voe an arzour taget gant ar boan-benn, ha seizet e voe e vrec'h dehou. Semplañ a reas, ak gant e zorn dehou e trese, ha goude merenn e varvas diwar enfroù empenn.E bered an Evergreens e Brooklyn e voe beziet.
Goude marv Winsor McCay e 1934 e voe kavet nebeutoc'h a arc'hant eget na oa bet gortozet, en abeg da foranerezh doare-bevañ ar c'houblad. E deroù ar bloavezhioù 1940 ne chome netra eus an arc'hant, ha gwerzhet e oa bet ti bras ar familh. E ti e vab Robert e veve Maude Léonore pa varvas e 1949.[3]
Remzad
kemmañAn deroù (1889–1903)
kemmañE 1889 ez eas Winsor McCay da Chicago, ma chomas daou vloavezh-pad oc'h ober skritelloù ha skeudennoù evit an National Printing and Engraving Company.[3]
E 1891 ez eas da Cincinnati da genderc'hel da werzhañ poltredoù ha tresadennoù. Skritelloù bruderezh a reas ivez evit Kohl & Middleton Dime Museum, betek 1900 ; dre ma ouie tresañ buan ha spis war an dro e kemeras ar boaz da sevel skritelloù dirak un engroez a dud.[3] E-kerzh ar bloavezh kentañ ma labouras evit Kohl & Middleton e teuas Maude Léonore Dufour tre er mirdi ; ken skodeget e voe W. McCay ma 'z eas buan da wiskañ dilhad kran kent distreiñ hag en em ginnig d'ar plac'h 14 vloaz. Dizale ez ejont kuit da eurediñ dre guzh e Covington (Kentucky).
E-kichen e labour evit Kohl & Middleton e krogas Winsor McCay da dresañ evit ar gazetenn Cincinnati Commercial Tribune, ma teskas labourat gant un doug-pluenn. E 1898 ez asantas bout gopret leun-amzer gant ar gazetenn. E tresadennoù ar mare-se e tiorroas teknik ar skeudvarrenniñ a zo unan eus perzhioù dibar e stil.
Hag eñ o labourat evit ar gazetenn e krogas da dresañ evit ar gelaouenn Life ivez, evel tresour dizalc'h.
E 1900, en eskemm ouzh ur c'hresk d'e c'hopr, ez asantas an arzour mont da labourat evit The Cincinnati Enquirer, ma reas kalz tresadennoù hag un nebeud kelaouadennoù kent bout anvet da rener rann an arzoù. D'ar mare-se e krogas da labourat gant doare an Arz Nevez a zeuas da vezañ perzh pennañ e oberennoù.[3]
Bannoù-treset (1903–1911)
kemmañAdal miz Genver betek miz Du 1903 e reas Winsor McCay evit an Enquirer ur stirad bannoù-treset anvet A Tale of the Jungle Imps by Felix Fiddle ("Istor diaouledigoù ar janglenn gant Felix Biolin") ha savet diwar barzhonegoù George Randolph Chester (1869-1924), a oa genidik eus Cincinnati. A-raok ma vije embannet an div bajennad diwezhañ e oa aet an arzour da New York da labourat evit an New York Herald, ma reas skeudennoù ; evit an hevelep kazetenn e laboure an tresour Richard F. Outcault war e vannoù-treset Buster Brown, ha buan e savas kevezerezh etre an daou arzour. Dizale e kuitaas R. F. Outcault an New York Herald ha distreiñ da The New York Journal.[3]
En Evening Telegram avat ez embannas Winsor McCay ar stirad bannoù-treset kentañ bet ijinet gantañ, Mr. Goodenough, a grogas d'an 21 a viz Genver 1904. Ne badas ket pelloc'h eget Sister's Little Sister's Beau, e vannoù-treset kentañ ur bugel enni, na pelloc'h eget e gentañ bannoù-treset e liv, Phurious Phinish of Phoolish Philipe's Phunny Phrolics, a voe embannet e stagadenn-Sul an Herald e miz Mae.[3]
Berzh avat a reas ar stirad Little Sammy Sneeze, enni ur bugel o kregiñ da streviañ en deroù, ar streviadenn o kreskiñ a-feur gant kerzh an istor betek an disoc'h mantrus ha kastiz ar bugel. Eus miz Gouhere 1904 betek miz Kerzu 1906 e voe embannet.
E miz Gwengolo 1904 e voe embannet en Evening Telegram pajenn gentañ stirad hirañ Winsor McCay, Dream of the Rarebit Fiend. Ne oa tudenn bennañ er stirad, a oa raksoñjet evit an oadourion. Hunvreoù faltazius, hurlinkoù a-wechoù, a rae an tudennoù a-c'houde ur pred Welsh rarebit.
Kement a verzh a reas ar stirad ma voe embannet un dastumad e 1905 ha ma voe graet ur film diwarnañ. Un opera-komek zoken a voe raktreset, hep dont er gouloù avat.
Silas e oa sinadur Winsor McCay evit Dream of the Rarebit Fiend, pa oa berzet dre gevrat e rafe gant e anv gwirion evit al labour embannet gant an Evening Telegram.[5]
Tra ma kendalc'he gant e dresadenoù pemdeziek e voulc'has W. McCay tri stirad nevez e 1905 : The Story of Hungry Henrietta e miz Genver, ma weler ur plac'hig o koshaat hag o tevaat a sizhun da sizhun a-feur ma lonk boued da gempouezañ gant an diouer a garantez a-berzh he zud, A Pilgrim's Progress by Mister Bunion e miz Mezheven, sinet Silas evit an Evening Telegram hag a badas betek miz Kerzu 1910, ha pajenn gentañ Little Nemo in Slumberland, a voe embannet d'ar 15 a viz Here 1905 en New York Herald.
Hep mar ez eo Little Nemo pennoberenn Winsor McCay. Bep sizhun e voe embannet ur bajenn warni un hunvre faltazius graet gant ur paotrig anvet Nemo, a vez dihunet e dibenn pep istor. E vab Robert a gemeras an arzour da patrom Nemo.
C'hoari gant reolennoù boas ar sevel bannoù-treset a reas W. McCay, ha o c'hemmañ : ment ha stumm an tresadennoù war ar bajenn, darselloù her, resisder ar munudoù, implij al livioù, lusk an istor en amzer hag er bajenn. Gouzout a reas tennañ splet eus perzh dibar an Herald da voullañ livioù war baper, a oa dieil d'ar mare-se, ha war kein pep pajenn e roe kemennoù d'ar voullerion war divoud al livioù a oa da arverañ.[3][6]
E miz Ebrel 1906 e voe kinniget 500 dollar dre sizhunvezh da W. McCay evit un droiad chalk talk, un doare abadennoù amerikan ma rank un den kontañ istorioù en ur dresañ. Ar gevrat e oa ober 25 tresadenn e 15 munutenn dirak ur saliad arvesterion tra ma oa ul laz o seniñ ur pezh anvet "Dream of the Rarebit Fiend". Berzh a reas an abadenn gentañ, d'an 11 a viz Mezheven 1906, ha kendelc'her a reas W. McCay betek dibenn 1907, en ur ober war-dro e oberennoù arall bepred, e letioù pe a-drek al leurenn alies.[3]
Ken abred ha 1905, e deroù an embann eta, e voe klasket sevel ur c'homedi war gan diwar hunvreoù Little Nemo. Goude meur a raktres difrouezh e voe diskouezet unan e kreiz 1907, en devoa koustet 100 000 dollar, ur postadur bras-divent evit ar mare. Ur c'horr anvet Gabriel Weigel a c'hoarie roll Nemo.
Un degemer a-zoare a voe graet d'ar chomedi, a voe c'hoariet e New-York kent treiñ er Stadoù-Unanet daou vloavezh-pad. Gant e abadenn chalk talk ez heulie W. McCay an droiad a gêr da gêr bepred. Pa voe nac'het outañ mont war al leurenn e Boston hep danvez nevez e kemmas produer raktal, gant ur c'hresk a 100 dollar bep sizhun war ar marc'had. Alies e tegase e vab Robert, gwisket evel Little Nemo hag azezet war ur gador-roue dirak an arvesterion.
- En ur brimaozadenn e-kerzh ar c'homedi, en abeg d'ur gudenn deknikel bennak, ez ijinas un aktour un dudenn nevez, a anvas Whiffenpoof. Paket e voe ar ger gant an arvesterion, ha "Whiffenpoof" a droas da anv ul loen faltazius par da Zahu ar C'hallaoued, da re ur strollad sonerezh e Skol-veur Yale hag ur ganaouenn gant ar strollad-se. Er bannoù-treset e voe lakaet gant Winsor McCay, war pajenn an 11 a viz Ebrel 1909. Ur c'hoari roudoù anvet "Whiffenproof" a voe diouzh ar c'hiz er bloavezhioù 1940 hag er bloavezhioù 1950.
Adalek 1909 betek 1911 e tresas Winsor McCay ur stirad arall evit an Herald, Poor Jake e anv, ma weler ul labourer mut korvoet gant ur c'houblad pinvidion – un doare evit an arzour da ziskouez e zamant evit kudennoù ar gevredigezh amerikan.
E deroù 1910 e voe kinniget da W. McCay degas e chalk talk en Europa. Goulenn aotre a reas digant an Herald, met biskoazh ne voe kaset ar raktres da benn. Hervez e vuhezskridour, W. McCay en devoe ur gabestrenn digant an Herald, ar pezh a washaas an darempredoù etre an arzour hag e implijer. Disfiz ouzh an embregerezhioù bras a voe gwelet en e labour er mare-se, evel e Little Nemo (24/04 - 08/05/1910).[3] Bezet pe vezet, chom er Stadoù-Unanet a reas an abadennoù neuze, betek ma paouezas Winsor McCay ganto e 1917.
Tresadennoù-bev (1911–1921)
kemmañDek film tresadennoù-bev a voe aozet gant Winsor McCay etre 1911 ha 1921.[7] Tri film arall a oa war ar stern.[6]
Pa voe degaset folioskopoù d'ar gêr gant e vab e soñjas d'an arzour e c'hallje treiñ troioù-kaer Little Nemo e tresadennoù-bev. Da gregiñ gant al labour e reas 4 000 tresadenn war baper riz, a voe luc'hvannet e Vitagraph Studios e Brooklyn. Rannoù filmet a voe lakaet e deroù hag e diwezh ar steudad, ma weler Winsor McCay o klaoustreañ ober 4 000 tresadenn vlivet a-barzh ur mizvezh. D'an 8 a viz Ebrel 1911 e voe diskouezet Little Nemo er salioù, ha pevar devezh goude e voe ul lodenn eus e abadennoù chalk talk.
Dre ma oa bet graet un degemer mat d'ar film e tivizas an arzour livañ pep tresadenn evit an abadennoù da zont.[3]
Peogwir e oa W. McCay brouzet ouzh en Herald, evit abegoù arc'hantel hag abalamour d'an diouer a frankiz, ez asantas en nevezamzer 1911 labourat evit an New York American, perc'hennet gant William Randolph Hearst ivez, en eskemm ouzh ur c'hresk en e c'hopr. Gwirioù Little Nemo a gasas gantañ, goude bout gounezet ur prosez enep an Herald : gant ar gazetenn e chomas gwirioù ar bannoù-treset, gant o aozer e chomas re an tudennoù. Kendelc'her gant Little Nemo a reas W. McCay neuze, dindan an talbenn In the Land of Wonderful Dreams. Dic'houest e voe an Herald da gavout den pe zen da gendelc'her gant Little Nemo in Slumberland.[3]
E miz Mae an hevelep bloavezh e voulc'has W. McCay un dresadenn-vev all, How a Mosquito Operates, a oa diazezet war ar bajenn eus Dream of the Rarebit Fiend a oa bet embannet d'ar 5 a viz Mezheven 1909 : en aner e klask un den en em wareziñ diouzh ur pezh mell moustik a lonk gwad betek tarzhañ. En un doare naturel eo blivet al loen : ne dro ket da c'hwezigell, kreskiñ a ra e gorf diouzh e gorfadur gwirion.[3][8]
E miz C'hwevrer 1914 e lakaas Winsor McCay ur film arall en e chalk talk, Gertie the Dinosaur e anv, "an dinosaorez bac'het nemeti", evel a lavaras e-unan. Gant ur skourjez ez errue W. McCay war al leurenn, ha pep tra a c'hoarveze evel pa vije an dinosaorez o sentiñ d'he mestr, petra bennak ma rebelle a-wechoù. Buan e voe Gertie the Dinosaur luc'hvannet er salioù.
Hemañ e voe film kentañ W. McCay gant kinkladurioù spis : McCay a drese an tudennoù, un tresour arall a rae war-dro an drektalennoù.
Evit Gertie e voe ijinet ar "McCay Split System", da lavaret eo an etrelotadur : ar skeudennoù pennañ zo treset da gentañ, ha skeudennoù arall zo graet da lakaat etrezo a-benn flouraat ar fiñvadennoù. Nac'hañ a reas W. McCay breouañ e ijinadenn, ar pezh a roas tro d'ar blivour John Randolph Bray d'en ober dindan e anv-eñ, kevret gant kavadennoù arall aozour Gertie. Prosezioù a voe, ha kondaonet e voe J. R. Bray da zigoll Winsor McCay.[3]
Displijet e voe W. R. Hearst gant labour W. McCay evit an New York American : hervezañ e oa ret d'an arzour bout sirius, dilezel ar bannoù-treset ha skeudennaouiñ pennadoù ar gazetenn. Goulenn a reas digant produerion W. McCay digreskiñ niver an abadennoù chalk talk, ha ret e voe d'an arzour sinañ gant e implijer ur gevrat a grenne e droiadoù da vro New York hepken.
E miz C'hwevrer 1917 e teuas W. R. Hearst a-benn da lakaat Winsor McKay da zilezel e abadennoù da vat, kevret gant e labourioù diavaez all. Un nebeud abadennoù hepken a voe aotreet, ha kresket e voe gopr an arzour evit e zigoll.[3]
Adal neuze e oa ret da Winsor McCay labourat bemdez en ur burev e ti an New York American. Skeudennaouiñ pennadoù argazetenn e oa e gefridi, hag ret e oa dezhañ asantiñ da gement kemmadenn a oa gourc'hemennet gant ar skriverion. Gouzout a reas an arzour diskouez e zisplijadur dre berzh mat pe fall e labour, hervez ma oa a-du pe get gant danvez ar pennad, maoa dedennet pe get gant ar pennad, ha zoken diouzh an darvoudoù a c'hoarveze en e vuhez prevez.[3]
E miz Kerzu 1915 e voe digoret ur studio tresadennoù-bev gant W. R. Hearst hag e dresourion ; ne oa ket Winsor McCay en o zouez.
Frealz a gavas evelkent en aozadur e film The Sinking of the Lusitania, diwar istor gwir peñse ar mordreizher Lusitania. Daou vloavezh a voe ret evit echuiñ fardañ ar film-se, gant harp daou dresour all ; gant W. McCay e-unan e oa kellidet.
E ti an arzour e labouras ar skipailhig, war ar follennoù kelluloid a oa bet breouet e 1914 ; aesoc'h e oa labourat war ar skor-se rak treuzwelus eo : tu zo neuze da verniañ skeudennoù a-benn kempleshaat ar blivadur war un drektalenn, kuit ag adtresañ ar foñs bewech[9]. Gwenn ha du e oa an tresadennoù, 25 000 anezho, gant skeudennoù a vije bet dic'hallus kaout dre ur c'hamera. Er Vitagraph Studios e voent luc'hskeudennet.
D'an 20 a viz Gouhere 1918 e teuas ar film er-maez. Daoust dezhañ bout bet skignet e-pad meur a vloavezh, ha d'ar bruderezh a voe graet dezhañ, ne c'hounezas ket Winsor McCay kement ag arc'hant ha gortozet, pa ne zegasas ar film nemet 80 000 dollar en holl.[3]
Kenderc'hel gant ar filmoù war gelluloid a reas evelkent. C'hwec'h a voe graet etre 1918 ha 1921, tri anezho o vout chomet diembann ; tammoù hepken anezho zo deuet betek ennomp.
Tri film arall a zeuas er-maez e 1921, diwar Dream of the Rarebit Fiend : Bug Vaudeville, leun ag amprevaned ; The Pet, ma weler un euzhvil o plaouiañ kement tra a zo war e dro hag o spontañ kêr ; The Flying House, istor un den a stag eskell d'e di a-benn nijal kuit a-zirak e zleoù. War anv Robert McCay, mab Winsor, eo blivadur ar film diwezhañ-mañ, met hervez J. Canemaker e c'haller arvariñ e vije bet graet ken brav ul labour gant un deraouad er blivadur.[3]
An diwezh (1921–1934)
kemmañGoude 1921 e voe rediet Winsor McCay da zilezel an tresadennoù-bev, pa ouezas W. R. Hearst e poste muioc'h eus e amzer enno eget en e labour evit an New York American[10].
Tri raktres a chomas enket neuze : ur film skrivet a-gevret gant George Randolph Chester ; The Barnyard Band, a vije bet gant sonerezh ; unan diwar-benn perzh ar Stadoù-Unanet er Brezel-bed kentañ.[3]
E 1922 ez adkrogas Winsor McCay gant e abadennoù chalk talk.
E 1924 e kuitaas impalaeriezh W. R. Hearst, pa oa erru e dibenn e gevrat. Distreiñ d'an Herald a reas, hag adkregiñ gant bannoù-treset Little Nemo e miz Eost. Ken ampart hag an doare kentañ e oa an tresañ, hogen digemm e oa dasparzh ar skeudennoù a sizhun da sizhun, gouzañvatoc'h e oa Nemo, ha digendalc'h e oa an istorioù. Koll a reas poblegezh neuze, hag e miz Kerzu 1926 e voe embannet ar bajenn diwezhañ.
E-keit-se e oa bet pennoù-bras impalaeriezh W. R. Hearst o klask kendrec'hiñ an arzour da zistreiñ, ar pezh a reas e 1927. Dre ma oa bet nebeut a verzh gant Little Nemo er bloavezhioù kent e voe prenet ar gwirioù gant an Herald evit 1 dollar hepken.[3]
Trenket e oa spered Winsor McCay na neuze. E-kerzh ur goan en e enor e New York gant un bodad bliverion, e 1927 bepred, e roas dezho un nebeud kuzulioù teknikel met pa santas ne oant ket o selaou,ha goude bout evet betek re, e tisklêrias dezho :
E miz Gwengolo war ur chadenn skingomz hag e miz Du en ur gazetenn e klemmas a-zivout stad fall ar blivadur en e amzer.[3]
E 1929 e teuas un c'hannad eus an American Tobacco Company d'e welet evit kinnig dezhañ ober skritelloù-brudañ, evit ur sammad dreist e c'hopr-bloaz. Nac'het e voe gant skipailh W. R. Hearst, war zigarez ma oa berzet d'an arzour labourat en diavaez eus an ti. Pa c'hourdrouzas an American Tobacco Company paouez da baeañ bruderezh e kazetennoù ha kelaouennoù W. R. Hearst e sinas hennezh ul lizher-aotre evit ma c'hallfe Winsor McCay ober al labour.[3]
Hêrezh
kemmañ"Emañ an traoù evel pa vije bet Albert Einstein ar boud kentañ o tont er-maez eus ar fank kentidik, an eil o vout un amoebenn, rak goude labour-blivañ McCay e voe rekis d'e heulierion tremen tost da ugent bloavezh evit gouzout penaos en devoa graet.
Winsor McCay ha Walt Disney eo an daou zen pouezusañ er blivañ, ha n'ouzon ket ervat piv a rank bout lakaet dreist piv." — Chuck Jones, blivour[3]
E 1937 e klaskas mab Winsor McCay kenderc'hel gant labour e dad dre lakaat bannoù-treset Little Nemo da sevel a varv da vev, dindan an anv "Winsor McCay, Jr." Un doare Little Nemo arall a dresas ivez, anvet Nemo in Adventureland, ma weler Nemo hag ar briñsez en o oad gour. Berrbad e voe an daou stirad.
E 1947, gant e vignon Irving Mendelsohn, e krouas McCay Feature Syndicate a-benn adembann labour e dad, kemmet avat evit e azasaat ouzh ment nevez kazetennoù ar mare. Berrbad e voe ar raktres-se ivez.[3][11]
Miret fall eo bet labour Winsor McCay ; gourc'hemenn a rae ma vije distroet e dresadennoù orin dezhañ, ha devet e voe un darn vras anezho en un tan-gwall e dibenn ar bloavezhioù 1930.
En entremar e chome e wreg a-zivout an doare da ober gant ar pezh a chome, setu e tivizas he mab lakaat an dastumad en e di dezhañ. Lod eus al labour a voe gwerzhet pa voe berr an arc'hant. Irving Mendelsohn a reas war o zro war-lerc'h, hag e verc'h Marion da c'houde. A rumm da rumm e tremenas ar peurrest, hag en tiegezh emañ c'hoazh hiziv an deiz.[3]
Kalz beniadoù-orin eus e filmoù a voe distrujet gant ar filmaozour e-unan a-benn disammañ e stalennoù. Ne chom ket gwall galz eus ar pezh en devoa miret, abalamour ma oa bet luc'hskeudennet war filmoù nitrat 35 mm a ya buan da fall. Gant mab Irving Mendelsohn hag unan eus e vignoned, blivourion o-daou, e voe saveteet an tammoù a chome eus oberennoù ar mestr.[3]
E 1966 e voe adkavet pajennoù-orin Little Nemo en ur studio ma oa bet Winsor McKay o labourat. Kalzik anezho zo bet fiziet e Metropolitan Museum of Art New York. E 1973 e voe embannet un dastumad anezho en Italia.
Dre e implij eus an diarsell e voe Winsor McCay ur diaraoger da filmoù hir Walt Disney (1901-1966), ar pezh a voe anzavet gant W. Disney e-unan e 1955.
John Canemaker, ur blivour e-unan, a aozas e 1974 ur film en enor d'ar mestr, Remembering Winsor McCay, a voe diskouezet e New York e 1975. E 1987 e skrivas diwar-benn buhez an arzour ; un gentel adwelet hag astennet eus al levr a voe embannet e 2005[12].
Unan eus gwellañ arbennigourion war ar blivadur, Paul Wells e anv, a zisklêrias ne c'haller ket bihanaat levezon Winsor McCay war Istor ar blivadur. Gant ar filmvarnour Richard Eder e voe lakaet W. McCay a-renk gant diazezourion italian an Azginivelezh.
Kalz filmaozerion, Federico Fellini en o zouez, ha tresourion evel Art Spiegelman pe Robert Crumb a voe levezonet gant labour Winsor McCay.
E 1972 e voe staliet ar Winsor McCay Award, ur priz a vez grataet da vlivourion heverk.
Oberennoù
kemmañStil
kemmañKoulz lavaret e deroù e remzad aozer bannoù-treset e kemmas Winsor McCay an doare boas d'o sevel. Lies e oa stummoù e dresadennoù evit o azasaat ouzh red an istor — er bajenn amañ a-is, da skouer, e kresk ment ar panelloù a-feur ma kresk ar foue, ar pezh na oa biskoazh bet graet en e raok.
Er rummad war-lerc'h hepken e voe tresourion a gredas ober kemend-all en o labour.[6]
Dre implijout ar skeudvarrenniñ ouzhpenn an diarselloù her e ouezas an arzour pouezañ war perzh boemarvestus e labour, e Little Nemo dreist-holl, ma weler kalz krouadurioù moliac'hel e kinkladurioù gwerc'helour-kenañ.
Hervez John Canemaker e oa stil W. McCay graet diwar linennoù resis-kenañ, par da re Albrecht Dürer (1471-1528) ha Gustave Doré (1832-1883).
Gant liv Sina du, pluennoù metal, kreionoù plom ha gomennoù e trese Winsor McCay ; gant un te hag ur skouer e save an diarselloù. Alies ez implijas liv gouach en e vannoù-treset kentañ.[3]
Emdaveennoù a lakaas alies en e labour, e Dream of the Rarebit Fiend pergen, m'en em ziskouezas meur a wech. Alies e komze tudenn pe dudenn d'al lennerion, lod a c'hoarie gant stern an dresadenn, lod arall c'hoazh en e drese o-unan evel p'en devije an aozer disoñjet o zresañ e-unan. "Metafaltazi" a reer eus an teknik danevellañ-se.
Un dislank zo etre stil ampart-kenañ an tresañ ha perzh diaoz ar c'homzoù, a c'hall bout gros a-wechoù, evel pa n'en devije ket Winsor McCay taolet kement ag aked el lagadennoù hag en o lec'h er skeudennoù. Kement-se a ziskouez e oa spered an arzour unan gweledel kentoc'h eget unan a-c'henoù.[4]
Gant bloc'heiladoù e amzer e reas Winsor McCay en e vannoù-treset hag en e filmoù, hep na vije anat e oa mennet da gunujenniñ den pe zen : gouezidi eo ar vorianed, da skouer, pe c'hoant o deus da vout gwenn. Ur pezh diaes a zen eo Flip an Iwerzhonad, hag en un doare ludresadennel e vez diskouezet, pa vez Little Nemo an Angl-ha-Saoz treset e doare an Arz Nevez bepred.
Nebeut-tre a vaouezed zo e labour W. McCay, hag alies e vezont diskouezet evel pebrenned skañv o spered ha gwarizius. Ar briñsez zoken ne vez morse a-live gant ar geneilded a zo etre paotred ar stirad.[3]
Bannoù-treset
kemmañTalbenn | Deroù | Diwezh | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|
A Tale of the Jungle Imps by Felix Fiddle | 11/01/1903 | 09/11/1903 |
|
Mr. Goodenough | 21/01/1904 | 04/03/1904 | |
Sister's Little Sister's Beau | 24/04/1904 | 24/04/1904 | |
Phurious Phinish of Phoolish Philipe's Phunny Phrolics | 28/05/1904 | 28/05/1904 | |
Little Sammy Sneeze | 24/07/1904 | 09/12/1906 | |
Dream of the Rarebit Fiend | 10/09/1904 | 25/06/1911 | |
19/01/1913 | 03/08/1913 |
| |
The Story of Hungry Henrietta | 08/01/1905 | 16/07/1905 | |
A Pilgrim's Progress | 26/06/1905 | 18/12/1910 | |
Little Nemo in Slumberland | 15/10/1905 | 23/07/1911 |
|
03/08/1924 | 26/12/1926 |
| |
Poor Jake | 1909 | 1911 | |
In the Land of Wonderful Dreams | 03/09/1911 | 26/12/1914 |
|
Rarebit Reveries | ~1923 | ~1925 |
|
Filmoù
kemmañTalbenn | Bloaz | Evezhiadennoù | Restr |
---|---|---|---|
Little Nemo | 1911 |
|
|
How a Mosquito Operates | 1912 |
|
|
Gertie the Dinosaur | 1914 | ||
The Sinking of the Lusitania | 1918 | ||
Bug Vaudeville | 1921 | ||
The Pet | 1921 | ||
The Flying House | 1921 | ||
The Centaurs | 1921 |
|
|
Gertie on Tour | War-dro 1918–21 |
|
|
Flip's Circus | War-drowbr />1918–21 |
|
|
Performing Animals | (Dianav) |
|
|
Talbenn | Bloaz | Evezhiadennoù | Restr |
Levrlennadur
kemmañ- Winsor McCay, Little Nemo, Pierre Horay, 2005, ISBN 978-2-7058-0381-0 (fr)
- Winsor McCay, Daydreams and Nightmares, Fantagraphics Books, 1988, ISBN 978-0-930193-56-0 (en)
- Thierry Groensteen (1991), Little Nemo au pays de Winsor McCay, Milan, ISBN 978-2867265594 [[fr}}
Notennoù
kemmañ- ↑ Diasur eo an deiziad.
- ↑ Ur meuz kembreat eo ar Welsh rarebit, pe Welsh rabbit
- ↑ 3,00 3,01 3,02 3,03 3,04 3,05 3,06 3,07 3,08 3,09 3,10 3,11 3,12 3,13 3,14 3,15 3,16 3,17 3,18 3,19 3,20 3,21 3,22 3,23 3,24 3,25 3,26 3,27 3,28 3,29 3,30 3,31 3,32 3,33 3,34 3,35 3,36 ha3,37 John Canemaker (2005), Winsor McCay — His Life an Art, Harry N. Abrams, Inc., ISBN 978-0-8109-5941-5 (en)
- ↑ 4,0 ha4,1 Jeremy Taylor (2007), The Complete Dream of the Rarebit Fiend (1904-1913), Ulrich Merkl, ISBN 978-3-00-020751-8 (en)
- ↑ Winsor McKay, Dreams of the Rarebit Fiend, Dover Publications Inc., 1974, ISBN 978-0-486-21347-7 (en)
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 Robert C. Harvey (1994), The Art of Funnies — An Æsthetic History, University Press of Mississippi, ISBN 978-0-87805-612-5 (en)
- ↑ Howard Beckerman (2003), Animation – The Whole Story, Allworth Press, ISBN 978-1-58115-301-9 (en)
- ↑ Michael Barrier (2003), Hollywood Cartoons – American Animation in its Golden Age, Oxford University Press, ISBN 978-0-19-516729-0 (en)
- ↑ Kristin & John Kundert-Gibbs (2009), Action! – Acting Lessons for CG Animators, John Wiley & Sons, ISBN 978-0-470-59605-0 (en)
- ↑ Tom Sito (2006), Drawing the Line – The Untold Story of the Animation Unions from Bosko to Bart Simpson, The University Press of Kentucky, ISBN 978-0-8131-2407-0 (en)
- ↑ Coulton Waugh (1991), The Comics, University Press of Mississippi, ISBN 978-0-87805-499-2 (en)
- ↑ Daveenn bennañ ar bajenn-mañ eo end-eeun.