Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 14 bloaz 2010
05/04/2010 — 11/04/2010
- Skrivañ un dra bennak er pevarzekvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Frañs vs Bro-C'hall
kemmañPegoulz e vo krouet ur bajenn evit dibab peseurt hini etre Frañs ha Bro-C'hall a vo implijet er rummadoù, patromoù ha lec'hioù all?--Gwendal 6 Ebr 2010 da 17:33 (UTC)
- Diforc'hiañ Bro Frañs ha Bro C'hall a ran. Bro Frañs a zo hollad ar broioù dindan beli ar Stad C'hall ha Bro C'hall o vezañ ar broioù e-lec'h ma vez ar bobl oc'h ober gant ar galleg abaoe pell (da lavaret eo hep Breizh, Bro Euskadi, Bro Okitania ...).--Lomigbad 6 Ebr 2010 da 18:05 (UTC)
- Ur bajenn zo tu bennak evit ober ar seurt goulenn ouzh ar verourien. Me a lavar Bro-C'hall eus France (a c'hiz kozh on abaoe pell, met ar brezhoneg zo koshoc'h egedomp c'hoazh), Stad c'hall pa vez ret ober ar c'hemm, ha lavarout a ran ivez "goulenn digant", ha "n'ouzon ket hag-eñ", hervez giz Gwalarn ha Gwalarn Breizh en XXvet kantved. Koshat hag iskisat gizioù. Bianchi-Bihan 6 Ebr 2010 da 18:24 (UTC)
- Frañs e-barzh Geriadur An Here, Frañs/ Bro-C'hall e-barzh hini Roparzh Hemon-Ronan Huon (An Here-Al Liamm). War a glevan hag a lennan e ra kelennerien istor-douaroniezh ar skolajoù brezhonek dre soubidigezh gant Frañs. Heñvel el levr istor-douaroniezh (4re klas) bet embannet gant TES. --Ex-Smith 6 Ebr 2010 da 18:46 (UTC)
- Ezhomm zo da gaout un diviz war an daou c'her-se. Ha war ur bajenn a-ratozh, n'eo ket en davarn hepken. Sklaer eo emañ an daou c'her Frañs ha Bro-C'hall e brezhoneg, skrivet ha komzet (kanaouennoù, geriadurioù...). Daoust hag heñvelster int, eno emañ an dalc'h. Pe ez int, ha neuze e c'heller ober gant an eil ger pe egile, evit ar memes tra, evel ma reer amañ ([1]). Pe n'int ket, ha neuze e ranker spisaat ar c'hemm zo etrezo. War a lenner uheloc'h n'eo ket heñvelster an daou c'her evit an holl dud a ra gant ar brezhoneg hiziv an deiz. Ra vo sklaeraet ar c'hemm-se neuze ha graet un dibab evit ezhommoù ar Wikipedia brezhonek. --Llydawr 12 Ebr 2010 da 16:14 (UTC)
- Frañs e-barzh Geriadur An Here, Frañs/ Bro-C'hall e-barzh hini Roparzh Hemon-Ronan Huon (An Here-Al Liamm). War a glevan hag a lennan e ra kelennerien istor-douaroniezh ar skolajoù brezhonek dre soubidigezh gant Frañs. Heñvel el levr istor-douaroniezh (4re klas) bet embannet gant TES. --Ex-Smith 6 Ebr 2010 da 18:46 (UTC)
- Ur bajenn zo tu bennak evit ober ar seurt goulenn ouzh ar verourien. Me a lavar Bro-C'hall eus France (a c'hiz kozh on abaoe pell, met ar brezhoneg zo koshoc'h egedomp c'hoazh), Stad c'hall pa vez ret ober ar c'hemm, ha lavarout a ran ivez "goulenn digant", ha "n'ouzon ket hag-eñ", hervez giz Gwalarn ha Gwalarn Breizh en XXvet kantved. Koshat hag iskisat gizioù. Bianchi-Bihan 6 Ebr 2010 da 18:24 (UTC)
Frañsad?
kemmañFrançz ha Bro-C'hall gant Gregor Rostren ivez.
- Evit dibab e ranker gouzout gant piv e vez implijet ar gerioù eta. War a seblant neuze e vez implijet Frañs er c'helenn istor, stummet ar gelennerien d'ober gantañ, hag e levrioù TES. Ger dibabet gant Kreizenn ar Geriaouiñ e Diwan, evel geografiezh eta. Ma'm eus soñj mat eo douaroniezh ger ar wikipedia-mañ. Kement-se evit lavarout n'eo ket stag wikipedia ouzh dibaboù tud all dre natur.
- Evit dibab e ranker ivez soñjal ez eus gerioù liammet, deveret. Daoust peseurt anv-gwan a glot gant se?
- Penaos e vez lavaret bremañ: programoù gall pe frañsê? deskadurezh c'hall pe frañsêz? pe frañsat? Penaos e vez lavaret Republik c'hall ha dispac'h gall e levrioù TES? Ha l'Etat Français (hini Pétain evel ar re all).
- Ha frañseg pe galleg? Pa vez tud brittophones e c'haller ober gant fransegerien marteze.
- Da gentañ gouzout gant piv e vez implijet ar gerioù. Goude, penaos dibab: hervez an implij personel, ar c'helenn istor ofisiel, ar brasañ niver? Daoust ha ret eo krouiñ un anv-gwan nevez?
- Din ez eus pevar dibab (met re all zo marteze)
- Bro-C'hall/gall/galleg?
- Frañs/gall/galleg?
- Frañs/frañsat*/galleg?
- Frañs/frañsat*/frañseg?
- E-lec'h frañsat ez eur ur ger frañsez: c'hwec'h dibab.
Abaoe div sizhun ez eus tud o c'houlenn votiñ : Votomp 'ta! Bianchi-Bihan 10 Ebr 2010 da 05:37 (UTC)
- Ar gwir 'zo ganit, mat 'vefe votiñ bremañ. Ar re o deus c'hoant a c'hell reiñ o ali c'hoazh. Emaon o vont da glask sevel ur bajennad votadeg hiziv, met n'eo ket sur am boa amzer, ha ne vin ket amañ er sizhun o tont sañset. Ober a rin va seizh gwellañ. --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 18:54 (UTC)
- Klasket 'm eus sevel ar bajenn votiñ, met n'eo ket ken aes, ouzhpenn-se ez eo mesket an diviz Bro-C'hall/Frañs gant dibab Yun mont kuit hag an dizemglev 'zo bet da-heul (sellet ouzh : Kaozeadenn Patrom:Infobox Kanton gall). Me 'zo prest d'ober war-dro a-benn ur sizhun, pa 'm bo muioc'h a amzer, pe m'en deus c'hoant ur merour all en ober e vo mat din ivez. Ken ar c'hentañ --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 20:41 (UTC)
Gall
kemmañEr wikipedia gallek ez eus ur pennad anvet fr:Terres australes et antarctiques françaises, a zo bet troet gant unan bennak Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs. Peogwir emaomp war-dro un holloueziadur e lavaran n'eo ket mat. Ar pezh a zo "français", hervez ar galleg, a zo gall, ha n'eo ket "Frañs". Gwian hollandat gwechall ne oa ket an Izelvroioù, Honduras breizhveuriat gwechall ne oa Breizh-Veur, hag an fr:Indochine française ne oa ket Bro-C'hall: un diforc'h zo hag a vije da zerc'hel kont anezhañ ma'z eus tud hag a fell dezho c'hoazh komz eus holloueziadur. En un doare reizh e tleje ar gaoz-mañ bezañ lakaet e pajenn gaozeal ar pennad. Met peogwir eo deuet ar c'hiz da gomz eus taol-nerzh d'an disterañ kemm, kontrol da reolennoù wikipedia gwallgaset re alies, e lakaan ar gaoz-se amañ hag e laoskan an dud da ober o soñj. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2010 da 15:50 (UTC)
- Kavet an anv Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs e Geriadur an Here. Keginet en ur gegin bennak, hini an Ofis marteze. Din-me n'eo ket gwelloc'h a se. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 16:24 (UTC) Fazi ganin: Douaroù aostral hag antarktikel Frañs e-barzh Geriadur an Here. Fentus. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 17:05 (UTC)
- Kanada gall pe Kanada Bro-C'hall? Bianchi-Bihan 10 Ebr 2010 da 05:16 (UTC)
Anvioù gwan-gwan
kemmañAntilhez Nederlandat pe Antilhez nederlandat ? Arguzennoù mar plij. Betek-hen e kaver Gwiana c'hall, Antilhez gall, ... Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 16:01 (UTC)
- Ma'm eus sellet mat n'eus nemet e galleg ha norvegeg ne lakaer ket ur bennlizherenn d'an anv-gwan. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 16:08 (UTC)
- Antilhez nederlandat e geriadur An Here (2001). --Ex-Smith 9 Ebr 2010 da 16:34 (UTC)
- Evel-just e oa ret dibab pe an eil pe egile. Met dibabet a) doare ar bihanañ niver, b) an doare gall. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 17:08 (UTC)
- Antilhez nederlandat e geriadur An Here (2001). --Ex-Smith 9 Ebr 2010 da 16:34 (UTC)
Guadeloupe
kemmañUn torr-penn gant ar stummoù a gaver: Gwadeloup, Gwadaloup. Un tamm urzh ha robotiñ a vije ezhomm. Met da lakaat petra? Gant ar Gwadloup kreolek ne vije ket aesoc'h? Pe an anv Guadeloupe ofisiel gall? Pe an anv spagnolek orin Guadalupe ? Pe e skritur arabek an anv? Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 16:08 (UTC)
Goulenn a ran digant ar verourien aozañ ar votadeg a zo o c'hortoz abaoe 2006.Gwadaloup er pennad hag er rummad, mat din evel-se. Met Gwadeloup eo gant RH hag an Here. Kemmo neb a garo. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2010 da 16:15 (UTC)- War a lennan amañ ez eo Gwadaloup un dibab bet graet gant ar gumuniezh un tamm amzer 'zo bremañ. A galon --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 18:56 (UTC)
- En araok e poa komzet eus robotiñ, mat eo derc'hel soñj ez eo aet kuit ar sizhun dremenet an den oberiant nemetañ a oa ur bot gantañ. N'ouzon ket avat penaos 'vo graet bremañ, alas. --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 18:59 (UTC)
- N'em eus ket gwelet pelec'h e oa bet dibabet ar stumm-se pe ur stumm all, ha ne gredan ket e oarfe ar gumuniezh petra zo bet dibabet ganti. Met ne vern peseurt stumm zo mat din, n'eo ket ur ger a implijan bemdez dre skrid (hag ar gumuniezh, war a seblant, nebeutoc'h c'hoazh), ha dre gomz e ran evel an holl, gant an distagadur kreolek. Furoc'h e vije ket bet tostaat an daou, netra ken.
- Paket e rabotoù, robot hag all? ~~
- Me 'm eus gwelet-se amañ. Displeget e vefe ar perak er pennad da-heul : Lenn ar politikerezh --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:19 (UTC)
Merourien
kemmañEvit ho plijadur:
Bianchi-Bihan 10 Ebr 2010 da 06:11 (UTC)
- Stanket ur miz-pad. Gwelet e vo hag-eñ e vo ret mont pelloc'h. A galon. --Ex-Smith 10 Ebr 2010 da 06:45 (UTC)
- Kreñv e kavan an dibab stankañ an den. Din da c'houzout n'ez eus bet graet netra direizh gant an den-se (evel ma 'vez meneget gantañ). Sellet 'm eus eus ar pennadoù a zo afer outo ha war a seblant n'int ket klok-tre, dre-se ne welan ket perak ne vefe ket aotreet un implijer bennak da lakaat ar patrom ret. Ne gomprenan ket re perak eo bet Bianchi da dennañ anezho kerkent.
- Me gav ouzhpenn-se n'eo ket falloc'h e vefe renket ar pennadoù ha n'int ket klok kement-se en ur rummad (Rummad:Labour a Chom) hag a servij d'an dud adkavout ar pennadoù a vo ezhomm klokaat. Gant tout-se ne welan ket tamm ebet an ezhomm da gomz eus-se amañ, n'eus kudenn ebet. A galon --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 19:13 (UTC)
- A-du on gant--Ex-Smith 11 Ebr 2010 da 17:29 (UTC) Ex-Smith. Aet on skuizh o leuskel tud na labouront ket da fraezhañ labour ar re all. stanket eo bet e-apsd ur miz n'eo ken ha n'eo ket da virviken, kea? amzer dezhañ/i da brederiata un tammig - mar kav dezhañ/i en/he deus traoù da ginnig evit kas ar raktres war-raok e teuy en-dro. Neal.
- Me avat ne welan ket perak e ya ken pell an traoù. Tout-se evit un afer lakaat 4 gwech ar patrom "Labour a chom" e pennadoù disheñvel. Pelec'h-mañ ar gudenn ? Displegit din d'an nebeutañ, peogwir evit poent ne gomprenan ket an dibab-se tamm ebet, n'eus netra direizh ha difennet. Ha war am eus gwelet n'eo bet direnket den gant an obererezh-se. Marteze e vefe bet mat abegiñ an dibab-se war pajenn an implijer d'an nebeutañ, dezhañ da c'houzout perak eo bet stanket, hag all. --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 19:50 (UTC)
- Sur a-walc'h e c'hall ur merour all distankañ? A-hend all hen rin warc'hoazh, ar gemennadenn-mañ a gasan gant ma fellgomzer hezoug, n'eo ket ar benveg aesañ evit labourat amañ. Ex-Smith 11 Ebr 2010 da 17:29 (UTC)
- Me avat ne welan ket perak e ya ken pell an traoù. Tout-se evit un afer lakaat 4 gwech ar patrom "Labour a chom" e pennadoù disheñvel. Pelec'h-mañ ar gudenn ? Displegit din d'an nebeutañ, peogwir evit poent ne gomprenan ket an dibab-se tamm ebet, n'eus netra direizh ha difennet. Ha war am eus gwelet n'eo bet direnket den gant an obererezh-se. Marteze e vefe bet mat abegiñ an dibab-se war pajenn an implijer d'an nebeutañ, dezhañ da c'houzout perak eo bet stanket, hag all. --Y-M D (kaozeal) 10 Ebr 2010 da 19:50 (UTC)
- A-du on gant--Ex-Smith 11 Ebr 2010 da 17:29 (UTC) Ex-Smith. Aet on skuizh o leuskel tud na labouront ket da fraezhañ labour ar re all. stanket eo bet e-apsd ur miz n'eo ken ha n'eo ket da virviken, kea? amzer dezhañ/i da brederiata un tammig - mar kav dezhañ/i en/he deus traoù da ginnig evit kas ar raktres war-raok e teuy en-dro. Neal.
- Diouzh lenn amañ hag ahont eta eo un den dianav anavezet gant unan bennak. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2010 da 17:44 (UTC)
- Plijet e vefen o c'houzout piv 'ta eo an den-se neuze, ha pelec'h 'peus lennet e oa anavezet ? --Y-M D (kaozeal) 14 Ebr 2010 da 22:09 (UTC)
Marteze e teurvezo hon c'henlabourer kemm ar vogalennig en anv ar pennad, ma n'emañ ket en vakañsoù. Bianchi-Bihan 11 Ebr 2010 da 17:56 (UTC)