Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 25, bloaz 2023
19/06/2023 — 25/06/2023
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er bempvet sizhun warn-ugent eus 2023 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Daveoù evit eizhsilabenneg ha daouzeksilabenneg
kemmañSalud deoch,
Deus pelec'h e teu ar gerioù-mañ ?
E Favereau enlinnen vez kavet daouzek silabenn (evit "dodécasyllabe" n'eo ket rik memestra) ha gwerzenn daouzek. M'eus ket kavet e geradurioù all, davoù ho peus?
A gln, VIGNERON (kaozeal) 19 Mez 2023 da 10:37 (UTC)
- Me ivez a lar "ur werzenn daouzek silabenn..." Hag "un daouzeksilabenneg".
- Em Nouveau dictionnaire (al liamm 2014) e kavan :
- "(p 1043) décasyllabique, a., deksilabennek" ...
neuze "un deksilabenneg" ... hag un eizhsilabenneg, un daouzek-, un trizek- ... Evel e brezhoneg : anv-gwan "skouarnek", anv-kadarn "ur skouarneg". Pe sizhuniek/sizhunieg. Plijus e kavfen lenn alioù all. Skoboldi (kaozeal) 19 Mez 2023 da 10:49 (UTC)
- Geriadur Ménard :
- décasyllabe = deksilabenn ; décasyllabique = deksilabennek ;
- dodécasyllabe = daouzeksilabenn (anv) ; daouzeksilabennek (anv-gwan) ;
- octosyllbe = eizhsilabenn ; octosyllabique = eizhsilabennek.
- 2A01:CB08:8919:A500:D80A:9D9E:57A3:3E8B 19 Mez 2023 da 13:21 (UTC)
- Geriadur Ménard :
- Em Nouveau dictionnaire (al liamm 2014) e kavan ivez:
- "(p 1079) dodécagone, n., daouzekkogneg" ...
Aleksandrin
kemmañEvit poent ez eus un tamm meskaj etre daouzeksilabenneg hag aleksandrin, mat e vefe diskoulmañ an traoù-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 19 Mez 2023 da 15:27 (UTC)
- aleksandrin zo ur ger nevez e brezhoneg, pa ne oa ket anavezet a-raok 2012, dre ma ne oa ket ezhomm anezhañ: e-barzh "diazezoù ar sevel gwerzioù e skriv Frañsez kervella e 1965 , diwar-benn an "daouzek mouezhiadenn" (a lavaran daouzeksilabenneg anezho) : un implij ledan-tre a zo bet graet eus ar c'hehed-se er c'hant vede diwezhañ, da heul boaz gall an "alexandrin" moarvat. " Ma! Anat d'al lenner e ra Kervella anv eus an daouzeksilabenneg gallek, anvet "daouzek mouezhiadenn" gantañ. En [[Dictionnaire breton / français français/breton embannet e 2002 gant An Here e kaver, pajenn 132 : "daouzekveder, alexandrin". Setu ur ger all ha n'eo ket bet implijet nemeur, goude m'e gaved ivez e geriadur Hemon 1978 ha 1993. Skoboldi (kaozeal) 20 Mez 2023 da 15:13 (UTC)
Ne gomprenan ket petra zo c'hoarvezet amañ :lennet em eus e oan "digoumanantet" ... ne ouien ket e oan "koumanantet" Skoboldi (kaozeal) 20 Mez 2023 da 15:21 (UTC)
- En tu dehoù da ditl ar rannbennad ez eus ul liamm « koumanantiñ » / « digoumanantiñ ». Pa vezer koumanantet e resever kemennadennoù pa vez ouzhpennet respontoù. Moarvat az peus kliket war al liamm « digoumanantiñ » dre fazi. Huñvreüs (kaozeal) 20 Mez 2023 da 15:39 (UTC)