Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 47 bloaz 2007

19/11/2007 — 25/11/2007

skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raoksizhun a zeu

Setu dek ger liammet d'ar c'horfadur (anatomiezh) a vefe mat kaout ur pennad diwar o fenn:

  1. Buhez
  2. Metabolegezh
  3. Kigenn
  4. Emdroadur
  5. Gouennañ reizhel
  6. Gwad
  7. Kalon
  8. Avu
  9. Forzh
  10. Skevent

D'al labour, tudoù!--  Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 15:08 (UTC)[respont]

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

Mat 'vehe kaout un dra ag ar seurt-mañ Démographie


Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 20 Du 2007 da 10:35 (UTC)[respont]

Seurt taolennoù a zo dija war hon wikipedia, hag evel-just e c'heller ouzhpennañ lod all.  Benoni (Kaozeadenn) 20 Du 2007 da 10:40 (UTC)[respont]

Karout a rafen gouzout petra eo ali an dud db live holloueziadurel ar pennad-se. Bianchi-Bihan 20 Du 2007 da 11:59 (UTC)[respont]

Klasket em eus sevel ur pennad db kantimetrad (un dra dereat en un holloueziadur) , met ne zeuan ket a-benn da skrivañ an niveroù. N'in ket pelloc'h eta. Ma kar ub teurel ur sell ... Bianchi-Bihan 20 Du 2007 da 18:46 (UTC)[respont]

Setu dek ger liammet d'ar vevoniezh a vefe mat kaout ur pennad diwar o fenn:

  1. Artropod
  2. Divelfenneged
  3. Pesk
  4. Stlejviled
  5. Naer
  6. Plant
  7. Bleunienn
  8. Gwezenn
  9. Delfin
  10. Protist

D'al labour, tudoù!--  Benoni (Kaozeadenn) 20 Du 2007 da 19:04 (UTC)[respont]

Organegi: liester pe unander?

kemmañ

Evit an organegi: loened, plant, hag all: titl ar pennad a zo da vezañ lakaet en unander pe el liester? Kavout a ran iskis an unander, ha techet e vijen da ober gant al liester bewech... Pe d'an nebeutañ evit ar familhoù loened. Met alioù all a blijfe din kaout...  Benoni (Kaozeadenn) 20 Du 2007 da 19:05 (UTC)[respont]

Ne gavan ket eo un afer a anvioù organegi. Ur reolenn a zo evit ar geriadurioù hag ar wikipediaoù : ober gant an unander, nemet evit un nebeut degouezhioù. N'int ket pobloù an organegi. Koulskoude ez eus ar furm lies e brezhoneg, setu perak e weler (hiriv) loen ha plant. Reizhet em eus kresteneged da kresteneg pa n'eus kudenn ebet evit deskrivañ hollad ar gresteneged dre an unander; Doare boutinañ ar geriadurourien eo pa n'eo ket hini ar skiantourien. Reolennoù ar geriadurouriezh a zo da doujañ amañ, pa n'eus ket kaoz ober un danevell skolveuriek. --Ch. Rogel 27 Du 2007 da 00:48 (UTC)[respont]

Setu dek ger liammet d'ar gevredigezh a vefe mat kaout ur pennad diwar o fenn:

  1. Bugel
  2. Trivliad
  3. Kevalaouriezh
  4. Euro
  5. Moneiz
  6. Taos
  7. Sklavelezh
  8. Gwirioù Mab-Den
  9. Kenglad ar Broadoù (Commonwealth)
  10. Aozadur Bedel ar C'henwerzh

D'al labour, tudoù!--  Benoni (Kaozeadenn) 21 Du 2007 da 10:59 (UTC)[respont]

Marteze e c'hallfed kemm ar slogan D'al labour, tudoù! ur wechig an amzer? Gwelout se ugent wech, na plijus! Met adalek ar c'hentañ gwech warn-ugent e skuizher un tammig bihan. An dud a labour n'o devez ket ezhomm eus seurt traoù. Tud vras omp, ha gouzout a reomp petra hon eus d'ober.
Ha n'emaomp ket en arme.
Liammet ouzh udb. Bianchi-Bihan 21 Du 2007 da 12:23 (UTC)[respont]
Me vije laouen nompas kaout ur "bouldog" war ma seulioù bewech ma skrivan un dra bennak war wikipedia! Skuizh marv gant da emzalc'h tagus ha dismegañsus!!! N'az peus netra dedennusoc'h d'ober eus da vuhez eget tagañ, tagañ ha tagañ???  Benoni (Kaozeadenn) 21 Du 2007 da 16:40 (UTC)[respont]

Renk ar chas

kemmañ
  • Pezh zo skrivet e-barzh wikipedia zo foran, pezh zo skrivet en davarn zo foran ha graet evit an holl. Pa vez lavaret "tudoù" e komprenan "tudoù", "an holl dud", pa vez roet urzhioù en davarn e roan ma ali en davarn, ma n'hon eus ket gwir da lavarout hon ali eo ret lavarout sklaer, pa vezer skuizh e c'haller diskuizhañ, ha pa gomzer eus buhez ar re all ec'h adlennan ar bajenn-mañ (Wikipedia:tagadennoù personel) hag e kavan ar frazenn-mañ: " Traoù a c'hell bezañ lakaet da dagadennoù personel... Setu un nebeud skouerioù pleustrek evit diskwel petra a c'hello bezañ lakaet da dagadennoù personel: ... Evezhiadennoù personel, da skouer "'T eus ket netra gwelloc'h d'ober?!".
 
Ur bulldog saoz da 6 miz
  • Ouzhpenn-se e vez plijus bezañ lakaet e renk ar chas (bulldog)ganit. Setu an trede tagadenn bersonel eus da berzh dindan daou zevezh eta, ha bep tro peogwir ne blije ket ma ali, un ali ha n'eo ket bet gwech ebet diwar-benn un den, evel da frazennoù-te bep tro, met diwar-benn frazennoù (skrivet ganit a-wechoù, gant tud all a-wechoù all) ha ne oan ket a-du ganto. Gwelout a ran n'out ket evit gouzañv alioù disheñvel, neuze ne roin ket ma ali ken, ha mat pell zo, ha peoc'h a vo marteze. Met evit se e vije mat dit paouez gant da dagadennoù, a vije bet kastizet e n'eus forzh peseurt wikipedia all: lakaat un den e renk ur c'hi, n'ouzon ket piv a gredfe ober kemend-all !!! Bianchi-Bihan 22 Du 2007 da 04:27 (UTC)[respont]

Setu dek ger liammet d'ar sevenadur a vefe mat kaout ur pennad diwar o fenn:

  1. Barzhoniezh
  2. Mahābhārata
  3. Taj Mahal
  4. Tresadenn-vev
  5. Jazz
  6. Rock and roll
  7. Gitar
  8. Benelouriezh
  9. Tennis
  10. Taoouriezh

--  Benoni (Kaozeadenn) 22 Du 2007 da 11:50 (UTC)[respont]

Chas ha fent

kemmañ

O, ya, p'emañ   Benoni o tiskouez e dent hag o harzal en em santan rediet leuniañ ar penngerioù dibennad. Pebezh taer eo ! ;-) - --Ch. Rogel 27 Du 2007 da 00:54 (UTC)[respont]