Xabier Cruz Amuriza Zarraonaindia, anavezetoc'h evel Xabier Amuriza, zo ur bertsolari, da lavarout eo ur barzh euskarek, ouzhpenn bezañ skrivagner, troer, soner ha politiker euskarat.

Xabier Amuriza
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv ganedigezhXabier Cruz Amuriza Zarraonaindia Kemmañ
Anv-bihanXabier Kemmañ
Anv-familhAmuriza Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekZarraonaindía Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Mae 1941 Kemmañ
Lec'h ganedigezhEtxano Kemmañ
BugelMiren Amuriza Kemmañ
Yezhoù komzet pe skriveteuskareg, spagnoleg Kemmañ
Michertroer, bertsolari, skrivagner, politiker Kemmañ
Kargezel, deputy of the Basque Parliament, deputy of the Basque Parliament Kemmañ
Strollad politikelAutodeterminaziorako Bilgunea, Batasuna, Euskal Herritarrok, Herri Batasuna Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Ezel eusUdako Euskal Unibertsitatea Kemmañ
Tachenngwerzenn Kemmañ
Prizioù resevetBertsolari Txapelketa Nagusia, Manuel Lekuona Award, Lauaxeta Award Kemmañ
PrizBertsolari Txapelketa Nagusia Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerSGAE Kemmañ

Ganet e voe d'an 3 a viz Mae 1941 e kêr Etxano, e Bizkaia. Mont a reas d'ar c'hloerdi ha da veleg goude, e 1965. E 1976 avat e tilezas ar velegiezh hag e timezas.

Div wech e c'hounezas kampionad ar bersolari-ed, e 1980 hag e 1982. An hini kentañ e voe, er vro, o sevel barzhonegoù en euskara batua, er yezh unvan, pa ne veze graet nemet er rannyezhoù a-raok. Embannet en deus dastumadoù eus e varzhonegoù (bertso) ha meur a skrid diwar-benn ar sevel gwerzennoù, ur geriadur klotennoù, ha meur a romant. Troet en deus Brave New World gant Aldous Huxley ivez. Hag embannet en deus e-leizh a bennadoù e kazetennoù evel Egin, Gara, Euskaldunon Egunkaria ha Berria, koulz hag er gelaouenn Argia.

Ouzhpenn bezañ bertsolari ha skrivagner ez eo stourmer politikel ivez. Pa oa beleg c'hoazh e oa bet toullbac'het abalamour ma kemere perzh en ul luskad beleien enebet ouzh diktatouriezh Francisco Franco. Diwezhatoc'h e voe oberiant el luskad Herri Batasuna ha dilennet e voe da guzulier-kêr en anv ar strollad-se e 1979 ha da gannad e parlamant Bizkaia. Pa zeuas Juan Carlos Iañ da C'hernika e 1981 e voe unan eus ar re a droc'has prezegenn ar roue spagnol dre ganañ Eusko Gudariak, kan-bale ETA. Neuze e voe bac'het adarre.

Dilennet e voe c'hoazh e Parlamant Euskadi e 1986, ma chomas betek 1990.