Ya d'ar brezhoneg

(Adkaset eus Ya d'ar Brezhoneg)
  • Ma klasker sterioù all ar ger Ya n'eus nemet sellout ouzh ar pennad Ya. Ya 'vat !

Ur c'houlzad kaset gant Ofis ar Brezhoneg evit kas ar yezh war-raok e buhez pemdez an holl Vretoned eo Ya d'ar brezhoneg.

Ya d'ar brezhoneg
campaign
StadFrañs Kemmañ
E tiriadBreizh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.fr.brezhoneg.bzh/31-ya-d-ar-brezhoneg.htm Kemmañ
Logo ar c'houlzad Ya d'ar Brezhoneg

Daou live zo dezhañ.

Ya d'ar brezhoneg 1

kemmañ

D'ar 5 Here 2001 e oa bet roet lañs dezhañ, e Karaez. 177 framm eus ar gennad prevez a oa bodet evit sinañ un emglev a-benn kas ar brezhoneg war-raok en o mont en-dro pemdeziek (panellerezh, stummadur evit o gopridi, paper talbennet...).

En o zouez e oa frammoù bras (CMB, Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Kemper...), artizaned, kluboù sport...

E dibenn 2008 e oa 635 framm a oa aet war o heul. Un hanter anezho a zo embregerezhioù.

E miz Gwengolo 2011 e c'heller kontañ 688 framm war ar roll. [1]

Ya d'ar brezhoneg 2

kemmañ

Hemañ a zo gouestlet d'ar c'humunioù.

D'an 22 Kerzu 2004 e oa bet roet lañs dezhañ, e Pondi. 10 kumun a oa eno, graet o soñj gant o dileuridi kas da nebeutañ 5 ober resis diwar an 28 anezho a yae d'ober ar garta Ya d'ar brezhoneg d'ar mare-se (40 ober zo bremañ). Labelioù a zo roet dezho, ur wezh bet kaset o oberoù da benn.

E miz C'hwevrer 2009 ez eus 98 kumun bet sinet eil doare Ya d'ar brezhoneg ganto.

E miz Gwengolo 2013 ez eus 164 kumun bet votet ar garta ganto.

Sinadurioù

kemmañ


Amañ da heul e kavoc'h ul listenn eus an aozadurioù a-bouez, pe aouezius evit Breizh hag o deus sinet Ya d'ar brezhoneg.

Gwelet ivez

kemmañ

Roll ar c'humunioù o deus votet ar garta Ya d'ar brezhoneg .

Liamm diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.