Yann I (dug Normandi)

(Adkaset eus Yann Iañ (Bro-Saoz))

Yann Dizouar (John Lackland e saozneg; Jean sans Terre e galleg) a oa roue Bro-Saoz ha dug Normandi adalek Ebrel 1199 betek e varv e 1216. N'eus bet nemet un dug Yann en istor Normandi, nag ur roue “Yann” en istor Bro-Saoz, ha Yann Dizouar an hini e oa. A-wechoù e vez graet e anv ofisiel, Yann Bro-Saoz, anezhañ. E-kerzh e ren e voe kollet Normandi gant Bro-Saoz.
Brudet eo e anv en istor Breizh pendeogwir e lazhas e niz Arzhur I, dug yaouank Breizh.

Yann Dizouar, pe Yann Bro-Saoz (Histoire de l'Angleterre, gant Cassel, 1902)

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa d'ar 24 a viz Kerzu 1166 ha marvet d'an 18 a viz Here 1216). Mab yaouankañ ar roue saoz Herri II hag e wreg Eleanora Akitania e oa. Breur yaouankañ ar roue Richarzh Iañ hag an dug Jafrez II e oa.
Deuet e oa an anv "Dizouar" dezhañ dre ma ne oa ket e dad evit reiñ douar dezhañ a-raok marv e vreudeur all.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

E miz Eost 1189 e timezas da Isabelle de Gloucester, merc'h pennhêrez Guillaume fitz Robert, 2l kont Gloucester. Bugel ebet n'o doe. Goude bout anvet da roue en 1199 e reas dispenn an dimeziñ gant ar pab Inosant III dre an abeg a genwadelezh. Isabel a addimezas da Geoffrey de Mandeville, ha goude intañveziñ, da Hubert de Burgh.

Orgedet e oa ouzh Isabelle d'Angoulême, ur plac'h yaouank ugent vloaz yaouankoc'h egetañ, merc'h da Aymer Taillefer, kont Angoulême, hag a oa prometet da Hugues X de Lusignan. Addimeziñ a reas Yann e Bourdel e miz Eost 1200 da lakaat a reas kurunenniñ Isabelle d'Angoulême evel Rouanez bro-Saoz en Abati Westminster e miz Here[1]. Pemp bugel o doe :


Besterd en doe ivez :

  • Maud FitzRoy († 1252), leanez, hag abadez goude, e Barking en 1247.
  • Isabel FitzRoy, pried da Richard Fitz Ives.
  • Philip FitzRoy, bev bepred en 1263.

An anv FitzRoy a oa un anv normanek a dalveze kement ha mab d'ar roue, diwar Fitz.


En e raok:
Richarzh I
Roue Bro-Saoz
 
11991216
War e lerc'h:
Herri III
  1. Alain de Sancy, Les ducs de Normandie et les rois de France, pp. 112-113.