Samieg

familh yezhoù
(Adkaset eus Yezhoù samiek)

Ur skourr eus ar yezhoù finnek-ougrek eo ar yezhoù samiek pe lappek (samieg: sámegiella) komzet gant tro-dro da 20 000 den en holl e lec'hioù zo eus Norvegia, Sveden, Finland ha Rusia. Yezh pobl ar Sámied an hini eo.

Rannyezhoù

kemmañ

Isrannet e vez ar yezhoù samiek e daou vloc'had pennañ, enne meur a rannyezh:

 
Takad ar rannyezhoù samiek pennañ

E lec'hioù zo ez eo posupl kompren ar rannyezhoù komzet e takadoù stok-ha-stok, met seul belloc'h ez eer seul vrasoc'h e vez an diforc'h etre ar rannyezhoù betek ma ne zeuer ket a-benn d'o c'hompren. Diaes eo evit an dud a gomz rannyezhoù eus ur bloc'had kompren tud all hag a ra gant yezhoù eus ar bloc'had all.

Statud ar yezh

kemmañ

Disheñvel eo statud ar yezh hervez ar vro ma vez komzet:

Hervez al Lezenn diwar-benn ar samieg (1991) e c'heller implijout ar samieg evit mont e darempred gant melestradurezh ar gouarnamant.

Doareoù-skrivañ

kemmañ

Krouet ez eus bet meur a zoare-skrivañ unvan pe get evit ar samieg hervez al lec'h ma vez komzet:

* Samieg an norzh: skritur unvan krouet e 1948 hag adwelet evit ar wech diwezhañ e 1985.
* Samieg lule: skritur unvan gant un nebeud lizherennoù ispisial, d.s. Ń (ng)
* Samieg ar su: skrivet hervez reolennoù an norvegeg (æ, ø) pe ar svedeg (ä, ö) gant lizherennoù ispisial ouzhpenn.
* Samieg kildin: skrivet gant al lizherenneg kirillek gant lizherennoù ispisial ouzhpenn.

Liammoù diavaez

kemmañ