Yves Cochet
Yves Cochet, politikour a orin Breizhad, a zo ganet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1946 e Roazhon.
Dilennet eo kannad Glaz d'ar 16 a viz Even 2002, evit an XIIvet marevezh-lezenniñ (2002-2007), e 11vet pastell-vro Pariz (lodenn eus ar 14vet arondisamant).
Buhezskrid
kemmañGoude studioù war ar matematik, e teu da vezañ kelenner-enklasker e Skol-Uhel Broadel ar Skiantoù Pleustrek (INSA) e Roazhon e 1969. E miz Even 1971, e tifenn e zezenn war ar matematik. E pad ma oa studier e oa prezidant an Unef e Skol-Veur ar skiantoù Roazhon.
Er bloavezhioù 1970 e kemer perzh er stourmoù enep-nukleel e Breizh hag e teu da vezañ ezel eus an SEPNB hag eus Dour ha Stêrioù Breizh.
E 1973, e teu da vezañ ezel ivez eus Mignoned an Douar (Friends of the Earth), hag e krou strollad lec'hel Roazhon e 1977.
E 1984, ez eo e touesk krouerien strollad Ar Re C'hlas. Mouezh-aotret ar strollad ez eo etre 1984 ha 1986 hag endro etre miz Kerzu 1992 hag Even 1997.
E 2001, e kemer plas Dominique Voynet evel ministr an endro hag aozañ an tiriad, betek ma vije kollet an dilennadegoù gant Lionel Jospin, an 21 a viz Ebrel 2002.
Kefridioù
kemmañLevrlennadur
kemmañ- La Terre en otage (gant Agnès Sinaï). 2003. Emb. Fayard. Paris. ISBN : 2213617015
- Pétrole apocalypse. 2005. Emb. Fayard. Paris. ISBN : 2213622043
Liammoù diavaez
kemmañDiaraoget gant Dominique Voynet |
Ministr an endro er gouarnamant Gall | Heuilhet gant Roselyne Bachelot |