Yvette zo un anv-badez gallek, anavezet ivez en alamaneg saozneg, spagnoleg.

Roet e veze an anv en XIXvet hag en XXvet kantved, hogen ne oa ket bras-bras e vrud, ha disteraet eo c'hoazh abaoe ma ne vez ket roet an anv Yves nemeur ken.

Yezhoù all

kemmañ
  • Iveta, e slovakeg, tchekeg,
  • Yvetta, e slovakeg,
  • Ivete, e portugaleg,
  • Ivette, en alamaneg, izelvroeg, katalaneg, spagnoleg,
  • Ivet, e katalaneg,
  • Iweta e poloneg,
  • Ivett e hungareg,
  • Iveth e spagnoleg Mec'hiko,

Yuna zo un anv kevatal e brezhoneg. Ivetig zo ivez, evel en anv Ivetig an Dred (1923-2009, Yvette Le Dret en ti-kêr), skrivagnerez vrezhonek.

 
Ar ganerez c'hall Yvette Guilbert zo bet poltredet meur a wech gant Toulouse-Lautrec.

Stummoù all :

kemmañ

Lennegezh

kemmañ

Yvette, dastumad gant Guy de Maupassant,

Yvette, film digomz gant Alberto Cavalcanti, en 1927.

"Les Yvettes", ul luskad merc'hed a-enep dizalc'hiezh Kebek e-pad referendom 1980.

Douaroniezh

kemmañ

Ar stêr Yvette en Enez-Frañs, adstêr d'an Orge, alese ar c'humunioù Gif-sur-Yvette, Bures-sur-Yvette ha Villebon-sur-Yvette.

Steredoniezh

kemmañ