Ludwik Zamenhof

(Adkaset eus Zamenhof)

Ludwik Lejzer Zamenhof, Ludwik Łazarz Zamenhof (15 a viz Kerzu 1859 - 14 a viz Ebrel 1917) a oa ur mezeg lagadour yuzev eus Polonia, troet gant ar yezhoù ha krouiñ a reas an esperanteg, ur yezh savet a-ratozh hag a vez komzet betek hiziv. E ti e dud e kaozeed rusianeg ha yidicheg, ha gouzout a rae mat poloneg hag alamaneg ivez. Diwezhatoc’h e teskas yezhoù all, galleg, latin, gresianeg, hebraeg ha saozneg, ha dedennet e voe ivez gant an italianeg, ar spagnoleg hag al lituaneg.

L.L. Zamenhof

Ganet e voe Zamenhof e kêr Białystok e Polonia. D’ar mare-se e oa an tolead en Impalaeriezh Rusia, hag er gêr-se e oa rannet an dud etre pevar strollad : rusianegerien, polonegerien, alamanegerien, hag ur strollad yuzevien a rae gant ar yidicheg. Kelenner alamaneg ha galleg e oa e dad hag abred a-walc'h e voe troet ar paotr gant ar yezhoù. Gwelet a reas e oa tud a dalvoudegezh e pep kumuniezh yezhel. Met gwelet a reas ivez e oa treuzkompren hag a-wechoù kasoni etre an holl gumuniezhioù-se. Chalet e oa Zamenhof o welet an disemglevioù niverus a oa etre ar strolladoù tud-se. Kavout a rae dezhañ e oa an diouer a yezh voutin a oa abeg pennañ ar c’hudennoù, soñjal a rae e vanke ur yezh a rofe an tu dezho da gaout darempred an eil re gant ar re all.

El lise e oa c’hoazh, e Varsovia, pa reas an taol-esae kentañ da grouiñ ur yezh etrebroadel, gant ur yezhadur eeun. Studiet en doa saozneg, alamaneg, galleg, latin ha gresianeg, ha soñjal a rae dezhañ e rankfe ur yezh etrebroadel kaout ur yezhadur a vefe eeun, gant forzhig rakgerioù ha lostgerioù evit gellout sevel gerioù nevez. E 1878 (naontek vloaz ne oa ken) e voe echuet gantañ e raktres kentañ, al Lingwe uniwersala, a ginnigas d’e gamaraded, met en aner.

Goude ar skol eil derez e voe kaset gant e dad da skol-veur Moskov, da studiañ ar vezegiezh. Echuiñ a reas e studioù e Varsovia ha dont a reas er-maez eus ar skol-veur gant e ziplom mezeg e 1885. Neuze e krogas da labourat evel lagadour. Met n’en doa ket disoñjet e raktres da sevel ur yezh etrebroadel. Studiet en doa Volapük, ur yezh krouet gant Johann Martin Schleyer, ha soñjet en doa e oa sioù gant ar yezh-se.

E-pad daou vloaz e tastumas arc’hant evit gellout embann ur skrid a zisplegfe pep tra diwar-benn ar yezh-se. Evel-se eo e reas anaoudegezh gant an hini a zeuas da vezañ e wreg. E 1887 e voe embannet gantañ, dindan an anv-pluenn Doktoro Esperanto ("an Doktor en deus spi"), ul levrig anvet Internacia Lingvo. Antaŭparolo kaj plena lernolibro ("Ar yezh etrebroadel. Rakskrid ha dornlevr klok"). Evit Zamenhof ne oa ket ar yezh-se un doare da gaout darempred gant tud all hepken, bez’ e oa ivez ur benveg evit astenn e vennozhioù diwar-benn an doareoù da lakaat ar pobloù disheñvel da genvevañ. E rusianeg e oa bet skrivet an dornlevr kentañ-se ; ennañ e oa reolennoù ar yezh nevez, displeget a-hed c’hwec’h pajennad, ur c’heriaoueg esperanteg-rusianeg hag an testennoù esperantek kentañ, evel pedenn ar Pater Noster. Adembannet e voe al levrig-se e yezhoù all war-lerc’h : e poloneg, en alamaneg, e galleg, e saozneg.

Mervel a reas Zamenhof e Varsovia d’ar 14 a viz Ebrel 1917. E dri bugel a voe lazhet gant an nazied e-pad an Eil Brezel Bed.


Gwelet ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (e saozneg) Boulton, Marjorie: Zamenhof, creator of Esperanto, London 1960
  • (e galleg) Centassi, René / Henri Masson: L'homme qui a défié Babel, Ramsay 1995

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.