Zanobi
Zanobi (Zenobius e latin) a oa kentañ eskob Firenze, marvet er bloaz 417. Brudet eo e vurzhudoù en e vro. Lidet e vez d'ar 25 a viz Mae.
Istor
kemmañGanet e oa e Firenze, e dud a oa a paganed ouenn uhel. Dindan levezon an eskob Teodoros e teuas da vout kristen, ha gantañ e voe badezet. Gant poan hag amzer e teuas a-benn da dreiñ e dud gant ar gristeniezh.
Hervez Antonius, daneveller e vuhez, hag eskob war e lerc'h, e varvas en e 90 vloaz, e 424; met dre ma skriv Antonius e oa Inosant Iañ a oa pab da neuze (ha mervel a reas e 417) n'eo ket peurasur. Krediñ a ra lod e varvas e 417, d'ar 25 a viz Mae. En deiz-se e veze bleuniet an tour kozh ma veve a-hervez, e-tal ar Ponte Vecchio. Da gentañ e oa bet beziet er Basilica di San Lorenzo e Firenze (kensakret gant Ambrosius e 393), ha kaset goude da iliz Santa Maria del Fiore.
Arz
kemmañEvel ma tere d'ur sant enoret en ur gêr a arzourien eo bet livet Zanobi gant illurañ arzourien Firenze.
Kizelladurioù ha livadurioù
kemmañ-
Sant Zanobi, ouzh talbenn iliz Santa Maria del Fiore, Firenze
-
Sant Zanobi, gant Andrea della Robbia
-
Marelladur da Sant Zanobi, Museo dell'Opera del Duomo (Firenze)
-
Murlivadur da sant Zanobi (Sala dei Gigli), Palazzo Vecchio, Firenze.
-
Ar Werc'hez Vari gant sant Dominig (en tu dehoù) ha sant Zanobi (tu kleiz), livet gant Fra Angelico
-
Sant Zanobi en e goazez gant e ziagoned Sant Crescentius ha Sant Eugenius war bennoù o daoulin a bep tu dezhañ. Livadur war ur peul en Duomo Santa Maria del Fiore, Firenze.
Liammoù diavaez
kemmañ- (it) San Zanobi
- (en) Holloueziadur Katolik 1913