Zita Kabátová

aktorez tchek
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Zita Kabátová, bet ganet Zita Zavřelová e Praha (Aostria-Hungaria) d'ar 27 a viz Ebrel 1913 hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Mae 2012 er memes kêr (Tchekia), a oa un aktourez tchekoslovak ha tchek.

Zita Kabátová
er film Muži nestárnou (1942).

Etre 1936 (Svetlo jeho ocí, Václav Kubásek) ha 2009 (Pametnice, Vlado Stancel) he devoa kemeret perzh e daou film ha tri-ugent, en o zouez daou film alamanek — Glück unterwegs (1944, Miroslav Cikán) ha Schicksal am Strom (1944, Heinz Paul) — troet e-kerzh an Eil brezel-bed dindan un anv-arzourez all (Maria von Buchlow).

E 1956 e timezas d'ar roeñver Jiří Zavřel (19101987) a gemeras perzh er C'hoarioù Olimpek hañv 1936 dalc'het e Berlin (Trede Reich). Pevar bloaz ha daou-ugent e oa pa c'hanas he mab Jiří ("Jord") ac'h eas goude da chom da SUA .

Beziet eo e bered Vyšehrad en Praha.

Liamm diavaez

kemmañ