Zuyderzée
(Adkaset eus Zuiderzée)
Ar Zuyderzée pe Zuiderzée a oa anv un departamant gall en Izelvroioù da vare an Impalaeriezh c'hall kentañ. Amsterdam e oa ar pennlec'h. Krouet e voe an departamant d'ar 1añ a viz Genver 1811, war-lerc'h stagidigezh Rouantelezh Holland ouzh Bro-C'hall d'an 9 a viz Gouhere 1810.
C'hwec'h arondisamant a oa :
- Amsterdam, kantonioù : Amsterdam, Baambrugge, Kudelstaart, Loenen, Naarden, Nieuwer-Amstel, Oud-Loosdrecht, Watergraafsmeern Weesp.
- Alkmaar, kantonioù : Alkmaar, De Rijp, Schagen, Texel, Wieringen, Zijpe.
- Amersfoort, kantonioù : Amersfoort, Rhenen, Wijk bij Duurstede.
- Haarlem, kantonioù : Beverwijk, Bloemendaal, Haarlem, Heemstede, Oostzaan, Westzaan, Zaandam.
- Hoorn, kantonioù : Edam, Enkhuizen, Grootebroek, Hoorn, Medemblik, Monnickendam, Purmerend.
- Utrecht, kantonioù : Ijsselstein, Maarssen, Mijdrecht, Schoonhoven, Utrecht, Woerden.
Orin an anv
kemmañDont a ra an anv eus distagadur ha skritur gallek ar ger nederlandek Zuiderzee, ur pleg-mor bras en Izelvroioù.
Hiziv
kemmañHiziv emañ rannet douaroù an departamant kozh etre proviñsoù Noord-Holland hag Utrecht.