6,8 × 51 mm

(Adkaset eus .277 Fury)

Ar 6,8 × 51 mm, anvet ivez .277 Fury pe .277 SIG Fury, zo ur munision armoù-skoaz kinniget gant skourr stadunanat an embregerezh SIG Sauer e 2019, evit ezhommoù arme Stadoù-Unanet Amerika. Ur c'halibr etre eo, galloudusoc'h evit ar re 5,56 mm met bihanoc'h e zreuzkiz evit ar re 7,62 mm, en ur vezañ ken hir hag ar 7,62 × 51 mm[1].

6,8 × 51 mm
.277 Fury
Doare
Doare korf an douilhez Kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 7,06 mm
Ø trogleuziñ 6,86 mm
Ø kolier 7,87 mm
Ø skoaz 11,71 mm
Ø korf an douilhez 11,95 mm
Ø strad 11,99 mm
Tevder ar strad 1,37 mm
Hirder an douilhez 51,2 mm
Hirder ar gartouchenn 71,8 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 9 g
Tizh o vont e-maez V0 840 - 910 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 5.500 bar
Energiezh ar vannadell 3.074 - 3.669 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall ?

E 2022 e embannas ar Pentagon stadunanat en doa dibabet an arm savet gant SIG Sauer evit kemer plas ar garabinenn M4 hag an M249 da geñver ar programm nevesaat NGSW (Next Generation Squad Weapon). An arm kinniget gant SIG a oa kambret e 6,8 × 51 mm, ur c'halibr ijinet gante, e bal bezañ galloudusoc'h evit ar 5,56 × 45 mm NATO implijet betek hiziv en armeoù AFNA, a c'hall bezañ harzet gant jiledoù a-enep boledoù marc'hadmat modern. Resisoc'h eo ar gartouchenn nevez, hag hiroc'h he hed-tenn ivez[1].

Ar 6,8 × 51 mm a vefe bet dibabet gant armeoù broioù 'zo eus norzh Europa. Gellet a rafe neuze kemer plas tamm-ha-tamm ar 5,56 mm NATO e armoù arme Frañs ivez un deiz bennak[2].

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Le 6,8 mm, nouveau calibre de référence ?, war Taisson, 10/06/2022 (lennet d'an 30/08/2024)
  2. (fr) LAGNEAU Laurent, Choisi par l’US Army pour ses fusils d’assaut, le calibre 6,8 x 51 mm va-t-il se généraliser au sein de l’Otan ?, war Opex360.com, 17/07/2024 (lennet d'an 30/08/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan