.30-284 Winchester
An .30-284 Winchester, anvet ivez .30/.284 Winchester, zo ur gartouchenn skoet en he c'hreiz ijinet er bloavezhioù 1940 evit an armoù-skoaz. Ur munision Wildcat eo, savet diwar un douilhez .284 Winchester hag ur boled un tammig ledanoc'h (.30 meutad)[1]. Kalz armoù zo bet adkambret evit an .30-284 e Frañs, pa oa difennet o munisionoù orin abalamour dezhe bezañ bet savet evit ar brezel da gentañ, evel an .308 Winchester, ar 7,5 × 54 mm 1929C pe ar 7,5 × 55 mm[2]. En o zouez e kaver ar fuzuilhoù MAS 36 gall pe ar K31 suis da skouer.
.30-284 Winchester | |
---|---|
Doare | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,85 mm |
Ø trogleuziñ | 7,62 mm |
Ø kolier | 8,70 mm |
Ø skoaz | 8,72 mm |
Ø korf an douilhez | 12,06 mm |
Ø strad | 12,72 mm |
Tevder ar strad | 1,02 mm |
Hirder an douilhez | 55,10 mm |
Hirder ar gartouchenn | 72 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 9,72 - 11,66 g |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 3.800 bar |
Energiezh ar vannadell | 4.300 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Implijet eo bet e bed ar chase dreist-holl, hag evit ar sportoù tennañ. Rouez eo an embregerezhioù a brodu kartouchennoù .30-284 hiziv-an-deiz, ha peurliesañ e vezont savet er gêr gant adkargerien. Anavezet eo gant ar CIP.
Daveennoù
kemmañ- ↑ (es) .30/.284 Winchester, Municion.org (lennet d'an 22/11/2024)
- ↑ (fr) .30-.284 war lec'hienn LHS (diell) (lennet d'an 22/11/2024)
- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP]