7,5 × 55 mm Swiss
Ar 7,5 × 55 mm Swiss, anvet ivez GP11 (evit Gewehr Patrone, kartouchenn fuzuilh) zo ur munision armoù-skoaz hiniennel lakaet e servij en arme suis adalek 1911 evit ar fuzuilhoù Schmidt-Rubin. Ar gartouchenn gentañ enni poultr divoged e oa a voe implijet gant arme ar vro. Deveret e oa eus ar 7,5 × 53,5 mm ijinet gant Eduard Rubin hag implijet en arme abaoe 1889[1]. Evit chom hep droukveskañ ha degas gwallzarvoudoù-tennañ e voe hiraet douilhez ar munision divoged nevez da 55,3 mm[2]. Implijet e voe e meur a arm-morailh pe aotomatek betek ar bloavezhioù 1990 : karabinenn K31, mindrailherez MG 11, fuzuilh-emgann SIG SG 510.
7,5 × 55 mm Swiss GP11 | |
---|---|
A gleiz da zehoù : div gartouchenn 7 × 57 mm Mauser, kartouchennoù 7,5 × 55 mm (e kreiz), .308 Winchester ha .223 Remington | |
Doare | |
Bro orin | Suis |
Mare implij | Abaoe 1911 |
Doare | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,78 mm |
Ø trogleuziñ | 7,51 mm |
Ø kolier | 8,58 mm |
Ø skoaz | 11,63 mm |
Ø korf an douilhez | 12,64 mm |
Ø strad | 12,65 mm |
Tevder ar strad | 1,65 mm |
Hirder an douilhez | 55,60 mm |
Hirder ar gartouchenn | 77,70 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | Etre 8,4 ha 13 g Boled standart : 11,3 g (174 greunenn) |
Tizh o vont e-maez V0 | Etre 750 ha 910 m/s |
Energiezh ar vannadell | Etre 3 437 ha 3 700 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Produet e vez c'hoazh evit ar chaseal hag ar sportoù tennañ, ha kalz armoù kambret eviti a gaver etre daouarn siviled e Suis hiziv-an-deiz c'hoazh[3].
Daveennoù
kemmañ- taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ (fr) Le calibre 7.5 x 55 suisse (GP11), Le blog du tireur de précision, 21/12/2013 (lennet d'ar 01/12/2024)
- ↑ (es) 7,5 x 55 Swiss GP 11, Municion.org (lennet d'ar 01/12/2024)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, 7.5×55 GP11, Modern Firearms (lennet d'ar 01/12/2024)