MAS 36
Ar MAS 36, anvet ivez MAS Modèle 36 pe Fusil à répétition 7,5 mm Mle. 36 hervez an arme c'hall, zo ur fuzuilh tennata dre vorailh[1] produet er Manufacture d'Armes de Saint-Étienne. Implijet eo bet e brezelioù eus fin ar bloavezhioù 1930 betek trede kard an XXvet kantved.
Fusil à répétition 7,5 mm Modèle 36 | |
---|---|
Ur fuzuilh MAS 36 | |
Kinnig | |
Bro | Frañs |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 7,5 × 54 mm 1929C .22 Long Rifle (evit pleustriñ) |
Produer | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne |
Mare implij | 1936 – 1967 (Bro-C'hall) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,720 kg |
Mas (karget) | 3,850 kg |
Mas (karget, gant he baionetez) | 4,020 kg |
Hirder | 1.020 mm (1.290 mm gant he baionetez) |
Hirder ar c'hanol | 575 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 200 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 850 m/s |
Endalc'h | 5 + 1 gartouchenn (karger diabarzh pourveziet gant laonennoù-kargañ 5 kartouchenn, ur gartouchenn ouzhpenn er gambr) |
Lezenn | |
Rummad e Frañs | C |
Istor
kemmañE 1912 e voe divizet pourvezañ an arme c'hall gant fuzuilhoù damatomatek evit kemer plas ar fuzuilhoù Lebel savet e 1886 hag armoù ar sistem Berthier 07/15 M16 ha 1892 M16. Ar Brezel-bed Kentañ a lakaas un harz war ar programm, ha daleet e voe goude abalamour d'ur vank a arc'hant. E deroù ar bloavezhioù 1930 e voe ijinet ar fuzuilh nevez-mañ hepken, ha hi gouest da zegemer ur banner-greunadennoù Viven-Bessière[2]. Savet e voe tro-dro d'ar c'hartouchennoù 7,5 × 54 mm a veze implijet dija er fuzuilh-vindrailher FM 24/29 evit aesaat pourveziañ an arme[1]. Ur 60 bennak a bezhioù a ya d'ober an arm[2].
Degemeret e voe an arm nevez e 1936 e armeoù Frañs. Implijet e voe un tamm adalek an Eil Brezel-bed (63.000 skouerenn pourveziet d'an arme e 1940 nemetken)[3] ha dreist-holl goude, e-kerzh Brezel Indez-Sina, Brezel Aljeria ha betek Brezel Viêt Nam.
Adstummoù
kemmañUn adstumm kambret e .22 Long Rifle a voe produet e 1942 evit pleustradegoù-tennañ nerzhioù renad Vichy. Adstummoù all (MAS 36 LG 48 pe MAS 36/51) a voe savet goude ar brezel evit bezañ implijet evel bannerezed-greunadennoù[2].