Aberfala (kerneveureg, [abɛr'fa:la] ; saozneg : Falmouth) zo ur gêr e Kernev-Veur.

Aberfal
bourc'h
Anvet diwarFal Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC±00:00 Kemmañ
Kontelezh istorelKernev-Veur Kemmañ
War riblCarrick Roads Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°9′0″N 5°4′0″W Kemmañ
AotrouniezhFalmouth Town Council Kemmañ
Kod-postTR11 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.falmouth.co.uk/ Kemmañ
Kod pellgomz an takad01326 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySW810325 Kemmañ
Map

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Anv hengounel ar gêr eo Pen-y-cwm-cuic (kerneveureg modern : Penn an Komm Kwykk, da lavaret eo "Penn an ouf"). Treuzkomprenet eo bet gant saoznegerien evel Penny come quick! ("Gwenneg, deus buan!").

Aberfala eo al lec'h ma savas Henry VIII of England Kastell Penndennis e 1540 evit difenn Carrick Roads. Ar gêr vrasañ er c'hornad e oa Pennrynn betek ar mare-se. Sir John Killigrew a grouas kêr Aberfala nebeut amzer àr-lerc'h e 1613[1].

E dibenn ar XVIvet kantved e voe kreñvaet kastell Penndennis get mogerioú kostezet, rak gourdrouz Armada Spagn. E-pad Brezel Diabarzh Bro-Saoz, e voe kastell Penndennis unan ag ar c'hastelloú diwezhañ é stourmiñ a-enep da lu parlamant Bro-Saoz[2].

Àr-lerc'h ar brezel diabarzh e resevas Sir Peter Killigrew un aotree roueel àr-lerc'h bout bet roet douar evit sevel an iliz-parrez, Church of King Charles the Martyr, "Iliz ar Roue Charlez ar Merzher", gouestlet da Charles I of England.

Douaroniezh

kemmañ
 

Lec'hiadur e Kernev-Veur

  • Gorread : 7,67 km²
  • Poblañs (2011) : 21 797 a dud
  • Stankter : 2 842 zen/km²

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) 'Falmouth 1837'. Kavet : 14/09/2023.
  2. (en) 'Castle recreates Civil War strife, BBC News, 19/08/2006. Kavet : 14/09/2023.