Agnes Elisabeth Winona Leclerq Joy

(Adkaset eus Agnes Salm-Salm)

Agnes Elisabeth Winona Leclerq Joy (1844 – 1912) a oa pried stadunanat ar Priñs Felix zu Salm-Salm, ur soudard prusian a gemeras perzh e Brezel-diabarzh ar Stadoù-Unanet, e Brezel-diabarzh Mec'hiko, etre kostezenn ar Prezidant Benito Juárez hag an arc'hdug aostrian Masimilian Iañ Mec'hiko, hag e Brezel 1870, etre Gall ha Prusia.

Agnes Elisabeth Winona Leclerq Joy
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
AllegianceStadoù-Unanet Kemmañ
Anv ganedigezhAgnes Elisabeth Winona Leclerc Joy Kemmañ
Anv-bihanAgnes Kemmañ
Anv-familhSalm-Salm Kemmañ
Titl noblañspriñsez Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Kzu 1844 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFranklin Kemmañ
Deiziad ar marv21 Kzu 1912 Kemmañ
Lec'h ar marvKarlsruhe Kemmañ
Lec'h douaridigezhAlter Friedhof Bonn Kemmañ
PriedFelix zu Salm-Salm Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, alamaneg Kemmañ
Michersocialite, skrivagner Kemmañ
Tachenn labouracting, lennegezh Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
Prizioù resevetCross of Merit for Women and Girls Kemmañ
Agnes zu Salm-Salm
Agnes zu Salm-Salm
Agnes zu Salm-Salm (1876)

He buhez kemmañ

Ganet eo Agnes Elisabeth Winona Leclerc Joy en Franklin (Vermont). Merc'h e oa d'ar jeneral William Leclerc Joy (1793–c. 1886) ha da Julia Willard (marvet e 1882). Merc'h-vihan a-berzh tad e oa da Mica Joy (1753–1826), dimezet da Mercy Terrill (1764–1843).

Eus yaouankiz Agnesn'ouzer ket nemeur a dra. Krediñ a reer e labouras en ur sirk da gentañ, evel aktourez e Cuba goude. En 1861 e tizroas da SUA met buan e kuitaas he c'hêr, en Vermont,da vont da weladenniñ he c'hoar en Washington, D.C. a oa war zimeziñ. Chom a reas Agnes war-dro Washington, pa en em gavas gant ar priñs prusian Felix zu Salm-Salm.

Ur beure edo Agnes Leclerc Joy o pourmen war varc'h dre ar gêr-benn pa daolas Felix kentañ evezh outi, ha klask a reas lakaat he fediñ d'ur fest ma vefe-eñ ivez. Buan e c'houlennas he dorn, hag e miz Eost 1862 e voent euredet. Agnes ne bade ket da chom pell diouzh Felix ha mont a rae d'e heul d'an emgann. Er c'hamp e veze Agnes oc'h ober war-dro ar soudarded klañv ha gloazet, petra bennak ma n'he doa ket anaoudegezh ebet eus ar medisinerezh. E-pad pevar bloaz e veajas gant an arme dre Virginia, hag ar vaouez nemeti e oa. Evel gwreg ur c'horonal e c'halle kemer pezh a gare eus pourvezioù an ofiserien, hag alies e laere peadra d'ober war-dro ar soudarded. Tabut a savas diwar-se, ma rankas ar Prezidant Abraham Lincoln lavarout e c'her. E miz Genver 1863 e rankas an arme mont da Aquia Creek, Virginia, hag Agnes da-heul he fried. Eno e reas klaoustre d'ober tri fok da Lincoln pa deuje d'ober un dro d'ar c'hamp, ha dont a reas a-benn eus he zaol.

E Mec'hiko kemmañ

Echu Brezel-diabarzh ar Stadoù-Unanet setu Felix dilabour. Kinniget e oa bet dezhañ mont da reiñ harp da arme an impalaer Masimilian Iañ Mec'hiko. Pa erruas Agnes ha Felix e Kêr Mexico, e oa an arme c'hall, dindan François Achille Bazaine, o vont kuit eus ar vro, rak da-vat edo diplomatiezh SUA o waskañ evit ober da Napoleon III pakañ e flutoù ha gervel e arme d'ar gêr[1].

Pan erruas ar Republikaned dirak kêr Santiago de Querétaro e rankas Masimilian kodianañ. He seizh gwellañ e reas Agnes, hag he fried, da saveteiñ buhez Masimilian. Meur a veaj a reas eus Querétaro da Mexico ha da San Luis Potosí ma kaozeas gant ar Prezidant Benito Juárez, ar Jeneral Mariano Escobedo, ar Jeneral Porfirio Díaz hag ofiserien veur all eus an arme republikan. D'an abardaez-noz ma tleed lakaat Masimilian d'ar marv e taoulinas Agnes hag e ouelas dourek dirak Juárez, oc'h en pediñ da bardoniñ d'an Impalaer. Brudet eo respont ar Prezidant e levrioù-istor skolioù Mexico: "Glac'har am eus oc'h ho kwelout, Itron, war bennoù ho taoulin; met goude ma vefe kement roue ha rouanez a zo en ho lec'h n'hallfen ket e saveteiñ. N'eo ket me a gemer e vuhez digantañ, ar bobl hag al lezenn eo a c'houlenn anezhi." Goude respont Juárez ec'h eilgerias an itron "Mar deo gwad a ranker skuilhañ, kemerit ma buhez, buhez ur vaouez didalvoud; ha lezit hini un den hag a c'hall ober kalz a vad c'hoazh en ur vro all ."[2] Aner e voe he goulenn. Taolennet eo bet an darvoud gant al livour mec'hikan Manuel Ocaranza.

Neuze e klaskas an tu da aozañ tec'hadenn ar paourkaezh impalaer gant he fried. Ar c'horonal Villanueva a oa da ambroug Masimilian da borzh Veracruz. Met Villanueva n'houle ober mann hep skoazell ar c'horonal Palacios. Gwalc'hiñ daouarnioù a oa d'ober. Agnes a ginnigas deho daou lizher-dle a 100 000 peso pep hini, a vije paeet dezho gant breur Masimilian, Franz Joseph Iañ, impalaer Aostria. Hag Agnes, en he rakkambr, da ziskuliañ he mennad d'ar c'horonal Palacios, pan en devoa kontet dezhi a-raok e oa tomm e galon ouzh an impalaer. Etre daou e chome Palacios ha lavarout a eure reiñ e respont a-benn ar mintin. Hag Agnes prest da grediñ e rofe e asant. Hervez ur vojenn a voe savet diwar-benn an emwel e vije aet Agnes betek diwiskañ dirak ar c'horonal hag en em ginnig evel gopr.

Brezel 1870 kemmañ

Mont a reas Felix da vrezeliñ en arme Prusia, a-enep Bro-C'hall Napoleon III, hag Agnes d'e heul, eus porzh New York. En 1868 e oant en Berlin. Gras d'o arnodoù da zieubiñ Masimilian, e voe degemeret mat ar priñs e lez roue Prusia, hag e wreg gantañ. En Europa e oa steredenn meur a gelc'hiad kevredigezhel koulz er gêr-benn evel e Karlsruhe ma edo o vevañ. E-pad ar brezhel ne baouezas ket da veajiñ da-heul he fried ha servij a reas e-touez ar glañvdiourien, ha medalennet e voe abalamour d'he labour.

Marv Felix kemmañ

Lazhet e voe Felix von Salm-Salm er brezel d'an 18 a viz Eost 1870. e Saint-Privat-la-Montagne, e-pad emgann Gravelotte. Oberiant e chomas e intañvez, prest da stourm evit ar justis er bed. En 1881 e sikouras Agnes sevel ar Groaz ruz e SUA. Skrivañ a reas hec'h eñvorennoù Ten Years of My Life (2 levrenn, London: Richard Bentley and Son, 1876).

He marv kemmañ

 
Bez ar briñsez Agnes zu Salm-Salm en Bonn

Mervel a reas er baourentez en Karlsruhe, d'an 21 a viz Kerzu 1912. D'an 20 a viz Meurzh 1913 e voe beziet evel Prinzessin Agnes zu Salm-Salm en Alter Friedhof en Bonn.

Levrlennadur kemmañ

(de)

  • Duco van Krugten: Salm. In: Neue Deutsche Biographie (NDB). Band 22, Duncker & Humblot, Berlin 2005, ISBN 3-428-11203-2, S. 381–383 (Digitalisat).
  • Petra Weiß: Agnes zu Salm-Salm. Eine amerikanische Prinzessin in Koblenz. Fölbach, Koblenz 2012. ISBN 978-3-934795-48-8

Einzelna (en)

  • David Coffey: Soldier Princess. The Life & Legend of Agnes Salm-Salm in North America, 1861–1867. USA 1960, ISBN 1-58544-168-6 (online)
  • Salm-Salm, Agnes Elizabeth W. (1876). Ten Years of My Life, p. PR3, - Google ブックス. London: Richard Bentley & Sons.
  • Robert N. White: The Prince and The Yankee. The Tale of a Country Girl Who Became a Princess. Her Adventures in the American Civil War, the Mexican Uprising and the Franco-Prussian War I. B. Tauris & Company, London u. a. 2003, ISBN 1-86064-897-5.

Notennoù kemmañ

  1. Encylopedia Britannica, Mexico: French intervention
  2. Daniel Moreno. El sitio de Querétaro. Según protagonistas y testigos. (Editorial Porrúa, 3° Edición, México 1982)