Alain Le Goff
Alain Le Goff, anvet ivez Alan ar Gov, Lan ar Goff, Alan Yann ha marteze Lan ab Yan ivez[1], ganet d'ar 14 Ebrel 1881 e Kerlouan ha marvet d'an 18 Eost 1926 e Lesneven, a oa beleg, skrivagner ha saver pezhioù-c'hoari brezhonek.
Buhez
kemmañGoude e studioù e skolaj Lesneven ez eas da gloerdi Kemper, ha beleget e voe e 1905 d'an oad a 24 bloaz.
Mestr-studi e voe e Lesneven kent bezañ anvet da gure e Mahalon e 1908, hag e Lambaol-Gwimilio e 1909.
Klañvdiour e voe e-pad ar Brezel-bed kentañ ha goude-se, e 1919, e tremenas un nebeud mizvezhioù e Rieg. Dre ma oa aet e yec'hed da fall ne voe mui evit labourat, neuze e tistroas da Gerlouan ma tiskuizhas e-pad daou vloaz. Pelloc'h e tistroas da Lesneven ma voe chapalan e skol gristen ar baotred ; d'ar mare-se e krogas da ren Kenstrivadeg ar c'hardinal Dubourg, a oa aozet gant Feiz ha Breiz evit bugale ar c'hatekiz. Sevel a reas pezhioù-c'hoari evel An aotrou Keriouas a voe c'hoariet e-kerzh gouelioù ar Bleun-Brug e Lesneven er bloaz 1923.
Oberennoù
kemmañ- Levrioù
- 1922 : Iann an tachou-koz, c'hoariel farsus e pemp arvest great gant Alan Yann, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-12, 47 pajenn.
- 1923 : An Drouis-Meur Laouenan, romant istorel, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-12, 134 fajenn.
- 1923 : An aotrou Keriouas pe Feiz ha Breiz, pezh-c'hoari, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-8, 120 pajenn.
- 1924 : Penaoz komunia ervat, ti-moullañ Le Courrier du Finistère, Brest, in-12, 64 fajenn.
- Kenlabour
- 1919 : Pevar bloaz : « Ar c'himiad », e Feiz ha Breiz ; barzhonegoù en En Avant, kannadig skolaj Lesneven.
- Pennadoù er gazetenn Le Courrier du Finistère.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Lukian Raoul : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 231-a (ISBN 978-2-7368-0034-5)