Ángel Parra

(Adkaset eus Angel Parra)

Ángel Parra a zo ur c'haner chilean bet ganet e 1943 e Valparaiso ha marvet d'an 11 a viz Meurzh 2017 e Pariz. Bevañ en deus graet asambles gant e familh en Europa e 1960, el lec'h ma peurzeskas seniñ gitar a-raok ober sonadegoù niverus. Gant e c'hoar Isabel e krouas e Pariz ar c'houblad "Isabel & Angel".

E 1964, distro e Chile, e kemeras perzh en dilennadegoù en ur sikour Salvador Allende. Isabel hag Angel a grouas neuze "La Peña de los Parra", ul lec'h evit krouiñ ha kejañ evit an Nueva trova. Eno e veze kavet tud evel Violeta Parra, Pablo Neruda, Atahualpa Yupanqui, Julio Cortazar, Victor Jara, Nicolás Guillén, Paco Ibáñez, Silvio Rodríguez, Pablo Milanés, Mercedes Sosa… Ur wezh aet ar galloud gant Pinochet e 1973, e voe kaset da doull-bac'h "Chabuco" staliet e dezerzh Atacama. Divroiñ a reas neuze da Vro-Vec'hiko e 1974 hag e Frañs da heul, el lec'h ma kavo repu gant e familh.

E 1988 e voe anvet Ofisour a Urzh an Arzoù hag al Lizhiri gant Jack Lang, ministr ar sevenadur gall d'ar c'houlz-se. E 1989 e tistroas d'e vro c'henidik evit kanañ er vro a-bezh. Resevet en deus asambles gant e c'hoar an titl a Figuras fundamentales de la mùsica chilena e 2004.

Enrollet en deus ouzhpenn 70 pladenn.

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.