Angela Borgia
Angela Borgia pe Borja, ganet e Roma war-dro 1486, ha marvet e Sassuolo war-dro 1520-1522, a oa un nizez d'ar c'hardinal Rodrigo Borgia (pe de Borja).
He buhez
kemmañMerc'h bastard e oa da Guillem Ramon de Borja y Sanoguera, un denjentil katalan marvet e 1503, hag a oa e Roma o servij e eontr kardinal, ha da Isabel de Montcada. He zad a oa mab da Otic de Borja y Montcada ha d'e bried Violant Sanoguera. Otic a oa mab da Galceran de Borja y Escrivà ha d'e bried Isabel de Montcada, merc'h da Ot de Moncada ha d'e eil pried, Constança Díeç. Mamm Angela, Isabel de Montcada, a oa keniterv d'ar c'hardinal Rodrigo de Borja.
Bevañ a rae e Roma gant he c'heniterv Lucrezia Borgia, merc'h ar pab, ha d'he heul ez eas da Ferrara pa zimezas da Alfonso Iañ d'Este, Dug Ferrara.
Lavaret e veze e oa ur plac'h kenedek, mistr, romantel. Mignonez vras e oa da Lucrezia, ha plac'h he sekredoù. Barzhed a ganas he c'hened, Diomede Guidalotti a savas div sonedenn dezhi, hag Ariosto a zedias dezhi kan diwezhañ e Orlando furioso. Pietro Bembo a wele enni «un ael a c'hall pediñ evidon». D'ar 1añ a viz Eost 1504, hag eñ e Venezia, en linennoù dediañ e oberenn Gli asolan a la duquesa Lucrecia Borgia (embannet en Venezia en 1505), e ra anv eus Angela adarre,
Tabut e Ferrara
kemmañTabut a savas etre daou vreur an dug Alfonso Iañ d'Este, Giulio d'Este hag Ippolito d'Este, diwar-benn Angela.
Sot ganti e oaqnt o-daou, nemet da Giulio eo e oa douget Angela. Ar C'hardinal Ippolito, un deiz ma oa oc'h ober al lez d'ar goantenn, a glevas anezhi o lavarout dezhañ : "Monsignore, daoulagad ho preur Giulio a dalv muioc'h egedoc'h penn-kil-ha-troad ...". Dirollañ a reas ar c'hardinal gant ar gonnar.
D'an 3 a viz Du 1505, edo Giulio o tistreiñ d'ar gêr eus ur veaj en devoa graet, pa voe gronnet e-kichen Palez Belriguardo, gant servijourien da Ippolito, en devoa roet urzh dezho lazhañ e hantervreur ha dilagadiñ anezhañ. E-unan edo Giulio, ne oa ket evit en em zifenn, met ne voe ket lazhet. Bazhataet e voe avat, gloazet, ha kontellataet e zaoulagad. Ne gollas nemet ul lagad koulskoude. Ippolito e-keit-se en doa hastet brudañ un istor all, ha dont a reas a-benn da bellaat ar c'hastiz diwar e gein.
Diwar neuze ne reas Giulio nemet klask an dorzh d'ar gêr d'e hantervreur.
He marv
kemmañHervez a veze kontet e voe kontammet gant he mamm-gaer Eleonora Bentivoglio, a oa o ren e Sassuolo. Mervel a eure etre 1520 ha 1522, e Sassuolo, ha beziet e voe e kouent San José, gant he fried Alejandro, marvet e ????