Aquis Originis
Aquis Originis a oa unan eus an unnek mansio ("bod arsav") a oa a-hed ar Via Nova, an hent nevez anvet Via XVIII hag a oa etre Bracara Augusta (Braga e Portugal) hag Asturica Augusta (Astorga e proviñs León, Spagn) da vare an Impalaeriezh roman[1].
Ostalerioù meret gant ar Stad e oa ar mansio, ma c'helle an dud diskuizhañ e-kerzh o beajoù war an hentoù roman. E parrez Río Caldo e Lobios edo Aquis Originis, e kreiz park natur Baixa Limia-Serra do Xurés hiziv[2].
41°51'23"N – 08°06'26" K |
Lec'hiadur Lobios e Galiza |
Tabut zo a-zivout lec'hiadur resis ar bod arsav. P' e laka an istorour Antonio Rodríguez Colmenero el lec'h ma 'z eus dismantroù ur villa war glann ar stêr Caldo, an henoniour Manuel Xusto Rodrígue hag a furchas ar villa-se a lavar n'edo ket ar Via Nova eno hogen un nebeud metradoù uheloc'h war tor ar run.
Istor
kemmañGoude bout loc'het eus Bracara Augusta e kaved ar bod kentañ e Saleniana, er miltir 21[3]. An eil bod e oa Aquis Originis, 18 miltir pelloc'h (26,6 km), war tiriad Galiza hiziv dija. Goude-se e kaved bod en Aquis Querquennis, 14 miltir (20,6 km) pelloc'h, e parrez Os Baños e kumun Bande (proviñs Ourense).
Savet e voe an ostalerioù-se evit pourchas bod ha boued d'ar veajourien, kenwerzhourien ha soudarded hag a yae gant ar Via Nova, d'ur mare ma ne veze ket a letioù. Kalz a dud a veze war an hent XVIII, a oa unan eus an nebeud re hag a liamme rannvroioù pell an eil diouzh eben ; drezañ e tremene an danvez krai koulz hag an aour a veze tennet eus mengleuzioù As Médulas (e kumun Carucedo, proviñs León).
Da vare an Impalaeriezh-Uhelañ e voe savet Aquis Originis, da lavarout eo etre 27 kent J.-K. ha 192. Diwezhatoc'h e voe savet gourizad ar c'hibelldi, etre dibenn an IIvet kantved ha deroù an IIIe kantved, diouzh an nevesadurioù hag a voe graet er IVe ha Vvet kantvedoù.
Dre zegouezh e voe kavet lec'hiadur ar c'hibelldi gant annezidi al lec'h. E 1988 e voe graet furchadennoù skañv, hag etre 1989 ha 1995 e voe kaset pemp furchadeg gant Mirdi an Henoniezh proviñs Ourense ; pezhioù moneiz koulz ha traezoù aour ha marmor a voe kavet.
Prenet e voe an dachenn gant kumun Lobios etre 1990 ha 1996 ; talvoudekaet e voe al lec'hienn gant leurennoù ha panelladoù displegadurioù.
Deskrivadur
kemmañPemp kant metrad-skouer eo gorread ar c'hibelldi, a zo rannet etre pars urbana (parzh nobl) ha pars rustica. Er parzh nobl e oa ur gegin gant fornioù, e-kichen ur poull-neuial[4] hag un drobeulieg (peristylum) ; tommet e veze ar rann-se dre ur reizhiad dourioù tomm danzouar (hypocaustum). Marteze e oa mozaikennoù war al leur ha livadurioù war ar mogerioù. Tachad an hypocaustum eo an hini hag a zo chomet er gwellañ stad hiziv.
Goulakaet ez eus bet e teufe an anv Originis eus ar fed ma voe savet ar manso war al lec'h end-eeun m'edo an dourioù tomm, pa ne zeuont eus lec'h all ebet en trowardroioù, ha pa ne voe ket ret sevel ur reizhiad tuellennoù. Bikarbonatek ha sodaek eo an dourioù-se ; 55-65°C eo o gwrezverk.
Eus bezañs kibelldioù Aquis Originis e teu anv ar stêr, Caldo ("tomm"), ha hini ar barrez, Baños ("kibelldioù").
Skeudennaoueg
kemmañ-
Aquis Originis war ar Vía Nova
-
Dismantroù Aquis Originis
-
An hypocaustum
Levrlennadur
kemmañ- XUSTO RODRÍGUEZ Manuel Xusto : La villa romana de Riocaldo (Lobios, Ourense) y su ámbito termal, e Fernández Ochoa & C. e García Entero, V. : II Coloquio Internacional de Arqueología en Gijón – Termas romanas en el Occidente del Imperio, Concello de Xixón (ISBN 978-8-4898-8037-5)
Notennoù
kemmañ- ↑ (gl) Historia de Galicia
- ↑ (es) La Voz de Galicia, 17/02/2016
- ↑ 1 miltir roman = 1 478 m ± 2 m ; neuze edo Saleniana war-dro 31 km pell diouzh Bracara Augusta.
- ↑ (es) La Voz de Galicia, 08/12/2017