Ar Barrad-Amzer (La Tempesta)
Giorgione, circa 1507
Eoullivadur war vezher
83 × 73 cm
Gallerie dell'Accademia
Venezia
Italia

Ar Barrad-Amzer, pe La Tempesta en italianeg, zo un eoullivadur gant al livour veneziat Giorgio Da Castelfranco, lesanvet Giorgione (~1477-1510) etre 1506 ha 1508. Er Gallerie dell'Accademia e Venezia, en Italia, emañ war ziskouez.

Urzhiet e oa bet an oberenn gant an noblañs veneziat Gabriele Vendramin (1484-1552).

Lavaret e vez ez eo La Tempesta un iskis a oberenn[1]. Bezet pe vezet, ur c'hemm bras en istor an arzoù eo taolenn Giorgione.

Deskrivadur

kemmañ

En tu kleiz en diaraog ez eus ur gwaz o vale, ur vazh hir gantañ, o sellout en tu dehoù ma 'z eus ur vaouez hanter noazh, en he c'hoazez war un takad geot hag o reiñ bronn d'ur babig. En o c'hichen, en diadreñv, ez eus dismantroù un tamm savadur hag a weler mogerioù sonn ha kolonennoù torr anezhañ. A-drek an dismantroù, etre gwez uhel, ur stêrig o tremen dindan ur pont. En tu all d'ar pont, e-kreiz an daolenn, e weler ur gêr sklêrijennet gant an heol, hag ur barrad arnev er pellder.

  • Dre skinskeudennerezh ez eus bet diskouezet ur vaouez en noazh azezet war ribl ar stêrig, el lec'h m'emañ ar gwaz bremañ[2].

Gwer teñval pe deñvaloc'h eo liv pennañ an oberenn, en oabl zoken, a-zargemm ouzh gwenn sklaer pe sklaeroc'h dilhad an dud, ar vein ha savadurioù kêr.
En enep ouzh an doare boas, ne reas ket Giorgione e daolenn dre livañ ur raktresadenn : dre livañ war-eeun er greas, pa glaske bepred sevel e skeudennomù dre ar gouloù ha n'eo ket dre ar stummoù.

Displegadur

kemmañ

« Ur gweledva bihan... gant ur gorventenn, ur Jitanez hag ur soudard » eo an deskrivadur a lenner en ur renabl bet graet e 1530. Souezhus eo kement-se, pa ziskouez ne ouie ket ar renabler petra e oa dodenn wirion an daolenn, nebeutoc'h eget 25 bloaz goude ma voe livet.

N'eus tamm displegadur ebet na barn diazezet sklaer diwar-benn an oberenn. Darn a lavar ez eo un Tec'h da Egipt, reoù all eo un daolenn hag a denn da vojennoù Hellaz kozh, marteze diwar-benn Paris hag an nimfenn Œnone. Hervez un arzvarnour italian, Salvatore Settis e anv, eo ret gwelout ar Baradoz er gêr didud ; Adam hag Eva e vije an daou zen neuze, gant o mab Kain[3].

Hiziv e weler enni un oberenn hag a voe savet evit fromañ an dud, dre arverañ arouezioù an Azginivelezh da-heul barzhed Henc'hres ha Henroma. Hervez kement-se e c'hellje an dismantroù aroueziañ nerzh ha padelezh an ene, tra ma vije ar vagerez adammeg an drugarez — un asked likaet eus ar Werc'hez-Mamm. Petra bennak ma 'z eo bragoù ar gwaz re ul Landsknecht, ur goprsoudard alaman, ur vazh an hini zo gantañ, ur goaf n'eo ket : ha arouez ar peoc'h e vije ? Mard eo, keloù brezel zo degaset gant ar barrad arnev zo a-drek arvest peoc'hus an dalenn gentañ.

Mar keñverier La Tempesta gant ar 6 taolenn gant Giorgione hag a zeu deuet betek ennomp a-dra-sur e c'heller kompren an daolenn evel un enor rentet d'an Natur dre aroueziañ hec'h oberennoù : he galloud (ar barrad arnev), nerzh ar vammelezh, kened gweledvaoù an Douar, dreistijin krouer Mab-den (ar gêr) — hep lezel a-gostez avat he galloud distrujañ dre red an amzer (ar stêr, an dismantroù).

Levezon

kemmañ

Lavaret ez eus bet e oa bet levezonet Édouard Manet gant La Tempesta evit sevel e daolenn Merenn war al Leton[4].

Lennegezh

kemmañ

Gant an daolenn eo bet awenet ar skrivagner spagnol Juan Manuel de Prada pa skrivas e romant La tempestad Premio Planeta e 1997.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) BÜTTNER, Nils : Landscape Painting: A History, Abbeville Press Publishers, New York, 2006 pp.74-77 (ISBN 978-0-78920-902-3)(fr) L'art des paysages, Citadelles & Mazenod, Paris, 2007 (ISBN 978-2-85088-229-6)
  2. (fr) PIPER, David : Voir et Comprendre La Peinture, Bookking International, 2000 (ISBN 978-2-87714-186-4)
  3. (fr) SETTIS, Salvatore : L'invention d'un tableau — « La Tempête » de Giorgione, Les Éditions de Minuit, 1987 (ISBN 978-2-70731-132-0)
  4. (en) REWALD, John : The History of Impressionism, The Museum of Modern Art, (1946, 1955, 1961) 1973 p. 85 (ISBN 978-0-87070-369-0)