Arc'houest
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An arc'houest zo ul lid prevez sevenet a-raok an obidoù (anvadurioù all : arvest hag arkuz[1]) pa vez tud ar familh hag endro sokial an den marv o tont tro-ha-tro hag eurioù-pad dirak an c'helan pe tal an arched betek ma vo kaset ar c'horf d'al lec'h ma vo dalc'het ul lid publik ennañ. Liesseurt eo ar boazioù hervez ar sevenadurioù lec'hel ha dalc'het e vez ar veilhadeg pe e ti an den aet da Anaon pe en un ti-kañv pe en ur greizenn gumuniezh pe en ul lec'h all. Pal pennañ al lid a zo kinnig ur prantad amzer evit ma vo eztaolet soñjoù ha santadoù da geñver an den marvet, a vouezh uhel pe ez-prevez. Diwar ar vodadeg en enor d'an den kollet e tiskler e gumuniezh e tegas ur souten d'ar familh. Un aergelc'h pozitiveloc'h eget hini an obidoù a santer a-wezhoù e-pad ar veilhadeg, pa 'z eus anv eus ar vuhez renet gant an den da gentañ holl, a-raok bezañ dispeg dioutañ.
Gerdarzh ha furmoù liammet
kemmañBeilhadeg-noz ar re varv eo ster spesadek ar ger arc'houest ha kenstag eo ouzh ar ger arc'heust a gaver e geriadur Loeiz ar Pelleter. Ar rakger ar- a ro da soñjal e c'hellfe bezañ heuliet gant an anv-kadarn gouest. Koulskoude o vezañ ma kaver ar ger arvest gant ar ster spesadek e lec'hioù zo[2] evit al lid pa vez kavet arvest, ur ster boutinañ gantañ, arvest = spectacle e geriadur Gregor Rostrenenn evit un dra pe un darvoud a sach an evezh. Sellout a-bann ouzh un degouezh ha sellout pizh ouzh un c'horf marv a lak da intent petra eo un arc'houest.
Troioù-lavar all a c'hell bezañ implijet : noz-veilh, beilhadeg an Anaon.
Beg an Arc'houest eo anv ar beg-douar brudet evit e annezidi illur kozh e Plaeraneg.
Breizh
kemmañIwerzhon
kemmañKembre
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Anatol ar Braz, La légende de la Mort chez les Bretons armoricains, 1902.
- Henri Pérennès, La mort en basse Bretagne, Eskopti Kemper ha Leon, 1924, 24 p.. Brassellet d'an 29 a viz Kerzu 2023.
Pennadoù nes
kemmañ- Chapel wenn
- Kañvambroug
- Obidoù
- Oferenn deiz-ha-bloaz
- Oferenn drantell
- Sav-korf
Gwelet ivez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Ar ger arkuz a gaver e titl barzhoniezh Youenn Drezen, Nozvez Arkuz e beg an enezenn, Gwalarn, niv. 121, 1938, pp. 7–23.
- ↑ Meneget eo e-barzh Devri div zaveenn ha n'int ket traoù kozh (1891 ha 1911).