Arestorides argus
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor argus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Arestorides | ||
Anv skiantel | |||
Arestorides argus (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Arestorides argus zo ur spesad kregin divoutin eus Meurvor Indez hag ar Meurvor Habask ; ar spesad nemetañ er genad Arestorides e kerentiad an hoc'higed-mor eo, hervez ar Word Register of Marine species WORMS[1].
Taksonomiezh
kemmañDeskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 ha renket er genad Cypraea[2].
Heñvelsterioù a zo hervez an deskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Arestorides argus bezañ impijet un tamm muioc'h eget ar re all.
- Cypraea argus hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Talparia argus, anv aet da get.
- Lyncina argus, anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKavet e vez Arestorides argus tro-dro da live izel al lanv dindan reier ha bloc'hadoù koural.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin a zo etre 60 ha 88 mm hirder, nemet e c'heller kavout hiniennoù korr betek 46 mm gour, pe ramz betek 116 mm.
Isspesadoù
kemmañTri isspesad zo bet deskrivet.
Timbrouriezh
kemmañMeur a vro o deus embannet timbroù o tiskouez Arestorides argus, alies-tre dindan an anv Cypraea argus.
- Un timbr eus aerbost Kaledonia-Nevez embannet e 1970, 33 Lur ar Meurvor Habask e dalvoudegezh, a ziskouez ur grogenn eus ar spesad gant an anv « Porcelaine argus (Cypraea argus L.) »[3].
- Daou dimbr eus Tokelau embannet e 1974, 25 cents o zalvoudegezh, hag e 1996 (1,25 dollar), a ziskouez ur grogenn eus ar spesad gant an anv « Cypraea argus ».
- Un timbr eus Vanuatu embannet e 1994 (talvoudegezh 60) a ziskouez ur grogenn eus ar spesad gant an anv fazisi « Cyprea argus ».
- Un timbr eus Tuvalu embannet e 1980 (talvoudegezh 8 c) a ziskouez ur grogenn eus ar spesad gant an anv « Cypraea argus L. »
Gwelout ivez
kemmañTalparia talpa ha Talparia exusta, daou spesad tost a-walc'h.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (en) 'WORMS Word Register of Marine species'. Kavet : 30 Du 2019.
- ↑ (en) Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ConchBooks (ISBN 978-3-925919-25-1)
- ↑ Renket e Katalog Yvert & Tellier Nouvelle Calédonie N°PA114, timbr glas-gwer ha gell-mouk.