Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Talparia talpa

Hoc'hig-mor goz
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Talparia
Anv skiantel
Talparia talpa
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Talparia talpa a zo unan eus an daou spesad eus genad Talparia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Talparia talpa o vezañ impijet un tamm muioc'h eget egile :

  • Cypraea talpa hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav eo an Talparia talpa. Kavet e vezont etre live an izel mor ha nebeut metroù donder e mougev korailh. Mantell al loen bev a zo du gant pikoù gwenn ha seurt bronnigoù evel bizied warni.

Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 50 ha 76 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 23 mm gour pe ramz, betek 106 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Talparia exusta, ur spesad tost a-walc'h.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask eus aodoù reter Afrika betek Kornog Amerika ar c'hreiz hag eus Madagaskar hag hanter Aostralia er Su betek su Japan en Norzh. Er mor ruz hag e korn Afrika ur spesad all tost a ve kavet Talparia exusta e plas Talparia talpa.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 03 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206316(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)