Talparia exusta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Talparia | ||
Anv skiantel | |||
Talparia exusta (Sowerby, 1832) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Talparia exusta a zo unan eus an daou spesad eus genad Talparia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin divoutin an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Talparia talpa o vezañ impijet un tamm muioc'h eget egile :
- Cypraea exusta hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Bevoniezh
kemmañKregin brav eo an Talparia exusta. Kavet e vezont etre 5 ha 35 m donder e mougevioù ha frailhoù korailh ha dindan bloc'hadoù.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin a zo etre 55 ha 68 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 45 mm gour pe ramz, betek 91 mm.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er mor ruz, Aden ha war aodoù Somalia hag Eritrea . Er meurvorioù Indez hag Habask eus aodoù reter Afrika betek Kornog Amerika e vez kavet Talparia talpa e plas Talparia exusta.
Gwelout ivez
kemmañTalparia talpa, ur spesad tost a-walc'h
Skeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 03 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206316(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)