Ate (doueez)
Ate (Ἄτη / Atê e gregach) zo un doueez e relijion Hellaz kozh, arouez ar Follentez hag an Trelaterezh.
Hervez Homeros e oa merc'h henañ Zeus, ha c'hoarezed he deus, al Litezed. Hervez Hesiodos e oa merc'h da Eris, doueez an Dizemglev a voe ganet e deroù ar bed.
Brudet eo da vezañ kollet Zeus e-unan, war urzh Hera: pa gemenn an doue meur e vo un haroz eus e wad (hag a vo Herakles) da vezañ ganet, hag e reno war ar broioù amezek, e voe lakaet gant Hera d'en touiñ ruz.
Goude e hasto Hera lakaat Eurystheüs da vezañ ganet; hennezh a oa mab da Sthenelos, ha dre-se diskennad d'an doue meur. Pa gomprenas e oa bet louzet e tapas krog e blev Ate, hag e skoas anezhi e-maez Olympos, ha berz dezhi tostaat ken.
Bugale Eris | |
Algea (Algos) • Amfiloged • Androktasied • Ate • Disnomia • Fonoi • Geras • Hismined • Horkos • Lete • Limos • Mac'hed • Moros • Momo • Neikeed • Ponos • Pseudologoi • |