Ar Barrett MRAD (evit Multi-Role Adaptive Design) zo ur fuzuilh-resisted produet gant an embregerezh stadunanat Barrett abaoe 2010. Dibabet eo bet gant un nebeud unvezioù amerikan evel fuzuilh sniper.

Barrett MRAD
Skeudenn ar pennad Barrett MRAD

Stumm hep binvioù ar Barrett MRAD
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Fuzuilh-resisted
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù
Produer Barrett Firearms Company
Mare implij Abaoe 2012
Pouez ha muzulioù (stumm kinniget d'ar SOCOM)
Mas (hep kartouchenn) 6,7 kg
Hirder 1.190 mm
Hirder ar c'hanol 620 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1.500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù Hervez ar c'halibr
Endalc'h Karger fiñv 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Deskrivadur

kemmañ

E 2009 en doa embannet ar SOCOM stadunanat ur c'haier-kargoù evit kaout ur fuzuilh-resisted nevez. Betek-neuze e rae an Nerzhioù Ispisial amerikan gant fuzuilhoù Barrett M82, kambret e .50 BMG nemetken. An embregerezh Barrett a ginnigas un arm nevez skañvoc'h (6,7 kg gant e zafar), gouest da dennañ resis betek 1.500 metr, dezhañ kanolioù a c'hallec'h cheñch buan evit azasaat an arm ouzh doareoù-implij disheñvel en emgannoù[1]. Gellet a ra bezañ implijet gant meur a galibr, en o zouez an .338 Lapua Magnum hag ar 6,5 mm Creedmoor a zo tamm-ha-tamm o kemer plas ar 7,62 × 51 mm e standart an AFNA evit ar fuzuilhoù-resisted.

E 2019 ez eus bet sinet ur gevrat 50 milion a zolaroù gant ar SOCOM evit pourvezañ e soudarded gant fuzuilhoù MRAD. AN US Army hag an US Marines a zo dedennet evit ober kemend-all[2].

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) LANGSTON Jay, Barrett MRAD .338 Lapua Mag, war Tactical-life, 02/04/2011 (lennet d'ar 05/07/2024)
  2. (fr) LAGNEAU Laurent, Les forces américaines vont équiper leurs tireurs d'élite avec des nouveaux fusils multicalibres, war Opex360, 15/03/2020 (lennet d'ar 05/07/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan