Barycypraea teulerei
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Teulere
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Barycypraea | ||
Anv skiantel | |||
Barycypraea teulerei (Cazenavette, 1846) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Barycypraea teulerei a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Barycypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h a vev en Oman an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Cazenavette e 1846 dindan an anv genad Cypraea[2]. An anv 'teulerei' a zo bet roet en anv da Dr. Teulère, presidant a enor eu al Linnean Society of Bordeaux e Bourdel.
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Barycypraea teulerei o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea teulerei Cazenavette, 1846 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Bernaya teulerei (Cazenavette, 1846) anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha boutin a-walc'h eo an Barycypraea teulerei. Kavet e vezont e live ar mare war aod fankeg a-wechoù e-pad an deiz.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 40 mm ha 52 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 33 mm gour, pe ramz, betek 67 mm.
Gwelout ivez
kemmañBarycypraea fultoni a zo ur spesad tost a-walc'h. Muracypraea mus ur spesad eus Amerika ar c'hreiz gant tresadennoù ha livioù damheñvel.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er meurvor Indez en Arabia ar reter e-kichen Oman.
Skeudennoù
kemmañ-
Keñveriañ kostezoù ur Barycypraea fultoni gant ur Barycypraea teulerei
-
Keñveriañ diazoù ur Barycypraea fultoni gant ur Barycypraea teulerei
-
Kein un Hoc'hig-mor Teulere
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=574018(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)