Barycypraea fultoni

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Barycypraea fultoni

Hoc'hig-mor Fulton isspesad massieri
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Barycypraea
Anv skiantel
Barycypraea fultoni
(Sowerby, 1903)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Barycypraea fultoni a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Barycypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral pe ral-tre a vev er morioù don an hini eo. Betek 1987 ne oa bet kavet kregin nemet e stomokoù pesked en un dachennig eus Natal. Dibaoe eo bet kavet e lec'hioù all, gant splujerien ha dragourioù[2] e lec'hioù all e Suafrika hag er Mozambik.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1903 dindan an anv genad Bernaya[3]. An anv fultoni a zo bet ret en honor da Hugh C. Fulton un dastumer ha gwerzher a vro Saoz (1861-1942) ha zo bet perc'henn an hinienn gentañ ha nemeti kavet e-pad pell.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Barycypraea fultoni o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea fultoni Sowerby, 1903 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Bernaya fultoni Sowerby, 1903 anv an diskrivadenn hag anv aet da get.

isspesadoù

kemmañ

Tri isspesad a zo bet diskrivet :

  • Barycypraea fultoni fultoni (Sowerby, 1903) a vez kavet e biz Suafrika hag a zo ral-tre.
  • Barycypraea fultoni amorini (Raybaudi, 1989) a vez kavet e Mozambik hag a zo ral-tre.
  • Barycypraea fultoni massieri (Lorenz, 1991) a vez kavet e Mozambik hag a zo ral.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha ral eo an Barycypraea fultoni. Kavet e vezont er mor don etre 60 ha 250 m donder.

Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 54 mm ha 80 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 48 mm gour, pe ramz, betek 83 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Barycypraea teulerei a zo ur spesad tost a-walc'h. Muracypraea mus ur spesad eus Amerika ar c'hreiz gant tresadennoù ha livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvor Indez er Suafrika hag er Mozambik.

 

Skeudennoù

kemmañ

Dastumadegoù

kemmañ

Evit kalz dastumerien eo ur seurt 'gral' kregin an hoc'hig-mor ral-se, abalamour d'e ralded, d'e bravantez d'e istor ha d'e briz.

An anv 'fultoni' a zo bet roet en enor da Hugh C. Fulton un dastumer ha gwerzher a vro Saoz (1861-1942) ha oa perc'henn an hinienn gentañ ha nemeti kavet. Gwezet en deus ar grogenn-se d'un dastumer all, Trechmannu e 1930 evit 30 pound Saoz. Eman an tip-se er British Museum bremañ. E-pad ar 85 bloaz goude an diskrivadenn n'eo bet kavet kalz kregin Barycypraea fultoni. E 1970 n'eo oa annavezet nemet ur 25 krogenn bennak kavet e stomokoù pesked hag an hanter anezho nemetken en ur stad deread. Goude-se eo bet sonjet e veve ar spesad er mor-don. E 1975 eo bet skrivet ur pennad a zisplege e oa e stomokoù ar spesad pesk Sparodon durbanensis e veze kavet an hoc'higed-mor Fulton. Kalz kregin o doa merkoù dent pesked hag e oa skrivet e oa mat kalite ar c'hregin ma oa lonket anezho gant ar pesked nebeut eurvezhioù a-raok.

A-raok 1987 e oa ral-spontus ar c'hregin.

E-penn kentañ ar bloavezhioù 1990, ur grogenn disi pe dost a veze gwerzhet etre 10 ha 15 000 USD. Div grogenn a oa gant grezhour breudet Gino Raybaudi zo bet gwerzhet 25 000 USD an tamm.

E 1988 eo bet gwerzhet ur Barycypraea fultoni da 37 000 USD, marteze ar grogenn kêrañ gwerzhet. Ar priz uhel-se a oa liammet gant ar fed e oa ral spontus d'ar mare-se.

Dibaoe eo bet kavet lod all bev gant splujerien ha dragourioù er SuAfrika. Bagoù rusian (sovietek) a zo deuet adalek 1987 da zragiñ er Mozambik e-lec'h o deus kavet ur c'hementad mat a gregin. Chom a ra ral ar spesad, met diskennet eo kalz ar prizioù a oa e 2002 tro-dro da 300-400 USD evit ur grogenn etre, gant sioù, ha 600-1000 USD evit ur grogenn disi pe dost.[4]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=527719(en)
  2. Dictionnaire Français-Breton, Martial Ménard, ti-embann Palantines, Kemper, Breizh, 2012, ISBN 978-2-35678-069-0
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
  4. Ul lodenn eus ar pennad-mañ a zo troet diwar ar pennad anvet "Ципрея Фултона (ru) " = Hoc'hig-mor Fulton war ar wikipedia e rusianeg Handelv eus ar 6 a viz Eost 2014.