Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bernaya
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Bernaya
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Bernaya a zo ur genad eus kerentiad an hoc'higed-mor e-touesk kalz re all hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. An deiz a hiziv, n'eus ket mui spesad ebet bev renket er genad-se.

Taksonomiezh

kemmañ

Ar genad Bernaya a zo bet diskrivet gant Jousseaume e 1884[2].

Spesadoù

kemmañ

N'eus spesad bev ebet renket er genad-mañ.

Meur a spesad fosil a zo en o zouesk :

  • Spesad † Bernaya media Deshayes, 1835, spesad tip ar genad a oa bev en Eosen izel (~50 Ma)
  • Spesad † Bernaya crawfordcatei Groves, 1990
  • Spesad † Bernaya gualalaensis Anderson, 1958
  • Spesad † Bernaya mississipiensis Groves, 1990
  • Spesad † Bernaya provincialis Matheron, 1842
  • Spesad † Bernaya rineyi Groves, 1990

Ar genad Bernaya a zo an deiz a hiziv unan eus ar genadoù Hoc'higed-mor koshañ kavet. Ar fosiloù koshañ kavet a oa o bevañ er c'hretase izel (145 Ma-100 Ma) pa oa c'hoazh dinosaored war ar Voull-douar[2].

Div spesad bev a oa renket er genad-mañ e-pad ur mare a-raok bezañ diblaset en ur genad all :

Skeudennoù

kemmañ

Gwelout ivez

kemmañ

Neobernaya

Barycypraea, genad implijt evit renkañ an daou spesad bev a oa er genad Bernaya a-raok.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 13 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206886(en)
  2. 2,0 ha2,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)