Berder
Berder zo un enezenn vihan e Mor Bihan Gwened, e kumun an Arvor-Baden. 23 hektar eo he gorread ha n'eus den ebet o chom enni a-hed ar bloaz.

Un enezennig eo Berder pa vez lanv, hogen ul ledenez pa vez tre : ur chaoser 80 metr a vez dizoloet gant ar mor neuze hag a stag Berder ouzh bourc'h an Arvor-Baden.
Lojañ a c'haller e Berder, ha kalz a dud a zeu di da dremen o vakañsoù en ur "gêriadenn vakañsoù" meret gant Loisirs Vacances Tourisme[1], ur gevredigezh a feurm an enezenn digant ar greantour Yves Rocher.
Er Mor Bihan emañ Berder nepell diouzh an inizi-mañ :
- Enizenac'h, er reter,
- Enez ar Gazeg, er su,
- Gavriniz hag ar Ralve, er mervent,
- hag er reter dezhi emañ an douar-bras (an Arvor-Baden).
Notennoù Aozañ
Liammoù diavaez Aozañ
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |